Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/503

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 487 —

ma en devoa pa edo e Nazareth, ha pa zente oc’h Mari ha Joseph.

Mont a ra var an hent a ziarben d’ar poder :

— Va den mad, emezhan, peleac’h e zit-hu ?

Ar poder, droug enhan, a dolaz eur sell treus var ar bugel.

— Ha fors zo dide, mec’hiog, emezhan ; ha kementse ep evesaat eun tam oc’h genet dispar ar bugel Doue.

— Ne felle din, eme ar bugel, nemet reketi deoc’h beach vad, ha pidi Doue d’ho ren ha d’ho tioual.

— Kea alesse, laouek zo ac’hanout, ha ro peoc’h din-me gant da Zoue ; me en em ziouallo va unan avoalc’h.

Jesus a zavaz he zaoulagad varzu an Env, evel evit goulen oc’h he Dad na loskje ket ar gurun da goeza var benn an den cablus-ze. Neuze e savaz en Env, en eur c’houlen ober c’hoaz eur burzud evit digeri he zaoulagad d’ar pec’her reuzeudik-ze.

Ar poder, muioc’h mui a fouge enhan hag a fizians enhan he unan, a iea gant he hent en eur gonta pegement a arc’hant a dennje euz he briach. Sonjal a rea e c’helje ober eur c’har nevez coantoc’h ha souploc’h ; eleac’h diou rod en divije peder ; eleac’h eur mul en divije daou.

Hogen epad ma tremene ar soniou caer-ze dre he speret, ar mul hag ar c’har a ioa eat da vord an hent, hag ez oa dirazho eun islong, hag e goelet an islong eur poul dour pe eul lagen doun meurbet. Pa velas kementse, ar poder a ro a ners corf eun taol fouet d’he vul ; ar mul a ra eul lam, eleac’h avad distrei var an hent, e za var he benn en islonk, car, priach ha perc’hen. N’em eus ket izom da lavaret petra zigoezas gant ar priach. Evit ar mul hag ar c’har a voue beuzet, a ieas d’ar gouelet. Ar poder,