Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/484

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 468 —

al labous a gaf ato eur c’hreunen bennag, hag ar voas dour a gaf ato eur c’han da redeg enhan.

— Al labous, ar voas dour, ar c’houmoul a zo eleac’h ma en deuz ar c’hrouer ho laket. C’hui a zo delien, hag ho plas a zo var ar scour.

— Ravoderez ! setu aze an avel o sevel ; mont a ran ac’hann ; chomit aze mar kirit, kenavezo…

— Distaga a ra, ha mont en avel, an diodez a zelien dero. Ober a ra fae var ar vezen ha var ar scour o devoa he maget. Hogen ne c’hellas mont na beteg ar menez na zoken beteg ar voas dour. Abenn an noz oa guenvet, dizec’het, astennet var an douar, breset gant treid al loened, roget, dispennet hag eat da netra.

An delien elo a voue furoc’h ; contant euz he stad, e vevas c’hoaz eur pennad mad var he scour ; ha ne voue discaret ac’hano nemet pa deuaz ar goan gant he reo da laza kement en doa bet buez epad an hanv.

Pe seurt kentel da denna euz ar fablen-ze ?

Setu ama diou pe deir.

Nep a fell dezhan en em sevel hueloc’h eget he gendere, a goez alies var he fri.

Nep a guita he vro, ep izom, dre frouden, en deus peurvuia keus re zivezad.

Nep a ia da glask guelloc’h eget en deus roet Doue dezhan, a gaf peurtiesa falloc’h.

————