Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/483

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 467 —

douk pa na vezimp mui ama da zacha varnezhi gliz an Env ?

— Petra ra an dra-ze din-me ? Bevet evel ma caro ; ha neuze deliou avoalc’h a jomo ama c’hoas var hon lerc’h.

— Credit a-c’hanon, ne viot ket eat a bell, n’en em gafot c’hoas reuzeudicoc’h eget na doc’h brema. Guelit hon oll c’hoarezed maro a zo aze dindanhomp goloet an douar gantho. Ar re-ze ive zo en em zistaget ; eur sourrad avel en deuz ho c’haset ganthan, ha dioc’h-tu en deuz ho lezet da goeza etre treid an oll, ha brema guelit e pe stad emaint.

— Bah ! bah! ar re-ze a ioa toc’hor hag anter varo oc’h ar scour ; n’oant ket cre avoalc’h evit kemeret ho frankis ; me a zo glaz hag e creis va ners hag a vouezo lacat va frankis da dalvout.

— Lakit evez ; ne zonjit ket pegement a enebourien hag a zanjerou a gavot var hoc’h hent.

— Me zo delien zero, va c’hoar, ha ne ket eur grenerez eo ez oun.

— N’oc’h eus-hu ket a zonch euz ar fagoder a reas kement a aoun deomp en nevez amzer-ma ? Lavaret a rea eveldoc’h : Mont a rancan da vale bro ; ama n’em eus nemet poan ha skuisder, mervel a ran gant an naoun, hag aliez soken n’em eus ket a zour da efa. — Mont a reaz e kær ; hogen gouzout a rit penauz ez eo distroet, toullet he zivoc’h gant an dienez, he galon fraillet gant an nec’hamant ; den n’en doa teurvezet sellet outhan. Gras eo bet ganthan kemeret adarre he vouc’hal ha dibri he vara du er c’hoad. Meur a hini all, eat ac’hann eveldhan da glask fred, n’o deus ket gallet zoken dont en dro.

— Bah! lod o deus chans, ha lod all n’o deus ket. Ar goumoullen a gaf ato avel evit he dougen,