Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/451

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 435 —

gantho ho bevans hag ho lojeis ; mes neuze e voa kement a drubardet o vale, kement a dud fallagr hag a laere, a laze, a zistruje tra ar re o deveze great dezho ar guella digemer, ma ne alle ket ar goueriadet, ep crena, hag ep en em lacat var ho evez, guelet tud estren o tostat oc’h ho zi.

Eun abardaesvez eta en em gavent dianket divar ho hent. Diou nosvez a ioa n’o doa ket cousket, ha ker skuiz oant ha ken dare gant an naoun ma lavarent an eil d’egile e voa red dezho mont da c’houl digor er c’henta ti a zigouesje gantho. Epad ma edont er zonch-ze, e veljont eun den o tont var ho lerc’h dre ar memes hent gantho. An den-ze a ioa eul labourer douar euz ar vro, ha dre chans e c’houie eur ger gallek bennag. Goulen a rajent outhan an hent da Gerlagen. An den-ze ho hentchaz : hogen lavaret a reas dezho e voant re hir dioc’h Kerlagen evit gallout mont beteg eno en nosvez-ze, mes e caljent var ho hent eun ti eleac’h ma vijent lojet. Hag evel ma lavare dezhan an daou zijentil e voant dare gant an naoun, e roas dezho eun troc’hat euz eun dors vara zegal a voa gantha, ha neuze ez eas dioutho adreuz an douarou en eur lavaret he chapelet.

An daou veacher kenta a rejont e voue dibri eul loden euz an tam bara du o devoa bet, ha neuze en em lakejont adarre da vale evit clask an ti eleac’h m’oa lavaret dezho e vijent digemeret. Her c’haout a rejont e guirionez goude beza great adarre eur pennad mad a hent. Skei a rejont var an or, ha kerkent e voue digoret dezho. Evel ma voa dija pell an noz e voa eat tud an ti da gousket. Ne voa var zao nemet an ozac’h, eun den vardro antercant vloaz, he vleo comanset da venna. Rei a reas dezho da zibri eun nebeut fa ha bara zegal, hag ho