Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/452

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 436 —

c’hassas da gousket d’ar c’hraou zaout goude m’en doa clevet gantho pegement a drubuillou o doa bet, ha perag oa red dezho tec’het evelse.

An daou zijentil-ma a voa daou gristen mad. Goude beza blodet ar vriad colo a dlie servichout dezho da vele, araog mouga ar goulou a ioa lezet gantho en eul letern, hag araog en em asten da gousket, en em lakejont ho daou var ho daoulin da lavaret ho fedennou. Ar c’hiz o doa da lavaret ar beden cre, unan o lavaret, hag egile o respont.

Epad ma reant ho fedennou e clefjont, pe da viana e credjont clevet trouz a zioutho en eun doare solier pe sanail great gant plench hag a ioa goascou discloz etrezho. Sclerijen zoken a gave dezho o doa guelet ; hogen evel na veljont netra, en em lakejont etouez ho c’holo, hag ep dale, skuiz evel ma voant, e voant cousket c’huek.

Antronoz e voa huel an heol pa zafjont euz ho c’housk. An tieg a voa cals laouenoc’h outho evit na voa an derc’hent, ha rei a reas dezho da zibri euz ar pep guella a voa en he di. Epadma voant o tibri, unan euz an daou zijentil a lavaraz o doa bet an derc’hent eun tamig encrez araog cousket ; e cave dezho beza clevet unan bennag o trouzial er sanail azioutho ; hogen, emezhan, credabl ne voa netra eno.

— Clevet mad o poa, eme an tiek. Va map ha me a voa eno hor bez var ar bluen, hag e tiskueze dezho eur fuzil a zaou denn oc’h mantel ar jiminal. Ar beden oc’h eus great e deus savetet ho puez deoc’h.

— Penauz, eme an daou zijentil, o pije hon lazet evelse ep laret ger ?

— N’on doa ket a c’hoant d’ho laza. Hogen gouzout a rit eus brema kement a haillonet o vale, re c’hlaz, spierien, hag avechou zoken tud euz ar vro