Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/437

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 421 —


Penauz e vez galvet avechou eun den da eur stad a vuez.
————
I

Eur missioner eo a gont he unan penauz eo bet galvet da brezeg an aviel.

Me, emezhan, n’oun ket bet ato ar pez ma’z oun hirio. Va zad a ioa eur bleis mor, hag am lakeas da zeski ar memes micher gantha. Da c’huezek vloaz, em boa great tro ar bed. Da ugent vloaz edon o c’hortos beza ofiser var al lestr brezel Orenok, eur fregaden goant, du he zae, diou renkad kanoliou melen hed he c’hostou evel diou c’houris tachou aour. Pa zispake he goueliou ha pa zouble eun nebeut he guerniou gant an avel, e voa henvel oc’h eul labous mor o kemeret he nij hag o vont a ribl an tarziou goloet a eonen.

E miz Even, brema ez euz eun nebeut bloaveziou, an Orenok a iea en hent evit eur veach hir var aodchou an Amerik. Ranna a rea va c’halon o lavaret kenavezo d’am mam, rak ne dlien mui he guelet. Gouscoude eun den a vor ne zalc’h ket a anken pell en he galon, ha souden ar guel euz ar mor braz hag al labour var al lestr a reas din ancounac’hat an disparti trist-ze.

Va micher nevez a blije din. Ar mor zo eur sorser hag a voar lakat d’he garet ar re a ia varnezhan. Da noz ec’h uvreen e voan savet d’ar c’hargou huela hag e voan deut pinvidik. Setu kement a glasken.

Savet oan bet evit beza den a vor, ha ne voa bet desket nemeur a dra din divar benn ar relijion. Em bugaleach em oa gouezet va fedennou hag eur ger

24