Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/436

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 420 —

ar garanou e goelet an armel. Ar potrig ne elle ket he denna ac’hano. He vam a ieas da elumi eur c’houlaouen evit dont d’he zicour. O clasc caout ar preon eus ar goasc ma edo, e teuas ar planken ganthi, ha dindan, en eun toul cuz, edo ar c’haier e doa clasket kement, hag ar paperiou-all pere a ziskueze en doa he goaz prenet an ti hag an tamig douar so outhan. Var ar c’haier-ze oa merket e guirionez gant Blez he unan a zom e som ar pez en doa paet al labourer dezan. An diveza scrit a gomze evelen : « Anaout a ran ne dle mui Jakez Argoat din nemet daou chant lur euz ar pemzeg cant am boa prestet dezan. »

An intanvez geaz en em lakeas d’an daoulin evit trugarecat Doue, hag a lakeaz he mab da drugarecat Doue ive eveldi. Goude ez eas da ziskuez he c’haier d’ar barner ha da heritour Blez. Ho daou e vouent souezet meurbet o clevet penaus e doa an intanvez dizoloet ar paperiou-ze. Neuze ar barner a lavaras d’an heritour : ha brema petra reot evit dic’haoui Mari Argoat eus ar gaou oc’h eus great outhi o cridi e claske ho trompla ?

— Petra rin ? Lezel ganthi an daou c’hant lur a jom, ha merca var he c’haier ne vanc mui netra din.

— Ha me, eme’r barner, evit beza douget en he enep eur varnedigez ha ne verite ket e vije gret, en em garg da sevel he mab. Ar bugel en deus gret Doue eur burzud evelse en he genver ne all ket mancout da zont da veza eur bugel mad.

Setu penauz e teu providans an Aotrou Doue da zicour ar re a laca ho fizians enha ; setu penauz e silaou peden ar re her ped gant eur galon eün.

————