Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/419

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 403 —

enho, an drabel a ieas goaz oc’h goas. Bete neuze n’o doa great nemet droug prezeg ; n’o doa lavaret nemet ar pez a vouient. Hogen brema en em lekejont da zorna goassa ma ellent traou n’oa ket eur ger guir anezho.

Epad ma chilpent evelse paravia an eil d’eben, setu eun doare cos tam paner o vont gant ar ster. Ar mor a voa o tont, hag a boulze ar baner oc’h creac’h. Unan euz ar merc’hed a redas da droc’ha eur scour keuneut, hag a reas gantha eur c’hrog evit sacha ar baner d’ar riz. Ama ec’h eanas trabel ar merc’hed. Er baner ez oa eur bugel bihan cousket. Calonou goet gant an droug prezeg ne oufent nemeur beza truezus na carantezus. Eleac’h tenna ar bugel keaz euz ar baner, e poulsjont ar baner adarre da greiz ar ster.

— Ni on eus poan avoalc’h o c’hounit bara deomp hon unan, emezho ; neket red deomp mont d’en em garga euz a vugale estren. Kement-ma zoken a roas tro dezho d’en-em lacaat adarre dioc’h-tu da zroug prezeg.

Gouscoude ar bugel a ioa bet dihunet gantho. Gouela a rea, ar bugel kez. Gouela a rea ha scrijal gant an naoun ha gant ar riou. Ar mor a deue ato, hag her poulze, hag her poulze bepret, hag her poulzas bete Redon. Eno ez oa ive merc’hed paour o voalc’hi var riz ar ster.

Ar re ma a voa merc’hed mad ha devot. En eur labourat e lavarent pedennou pe e canent canaouennou santel. Ho labour a gavent scanvoc’h evelse, hag ar riou a groge nebeutoc’h enho.

— Guerc’hez Vari, eme unan anezho, o velet o tigouezout an tamig paner cavel-ze, hag oc’h her sacha ganthi, setu ama eur bugelic paour hag a ia, ep mar, da vervel gant ar riou ! Piou en defe ar galon da jom ep he denna ac’halesse ?