Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/420

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 404 —

— Ia da, eme eun all, varc’hoaz ema Nedelec, hag ober a rafemp poan d’ar Mabic Jesus ma lessemp eur bugel eveldan er stad truezus-ze. Red e ve beza criz, ha n’or befe ket a jans goudeze.

— Guir a livirit, eme c’hoaz eun all ; mes oll omp paour ; oll on eus beac’h o caout bara. Ar binvidica ac’hanomp n’e deus ket a beadra avoalc’h da zevel ar bugel-ze. En em glevomp entrez’homp. Unan her c’hasso ganthi, hag ar re all a roio pephini anezho eun dra bennag bep miz, eun diner mar kirit, evit sicour maga ar c’hrouadur. Evelse or bezo oll perz en ober-mad, ha n’on devezo ket izom da labourat cals muioc’h evit sevel eun diner bep miz.

En em glevet a rejont eta, hag oll e rojont ho ger da rei eun diner er miz. Hogen neuze pebez souez evitho ! Ar bugel a zavaz he unan euz he gavel, hag a lavaras :

— Merc’hed Rieu n’o deus ket roet a zigemer din ; c’hui oc’h eus va digemeret mad ; ragse iviziken kær Rieu a ielo disteroc’h distera bemdez, ha kær Redon a ielo var vella.

Pa en doa lavaret ar c’homzou-ze, ar merc’hed n’her gueljont mui, hag ec’h anavesjont ervad oa ar Mabig Jesus he unan eo en doa prijet dont d’ho guelet.

Abaoue an dervez-ze beteg hirio, ar bromessa-ze so eat da vir. Redon a ia ato var gresc, ha Rieu a ia da netra.

————