Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/299

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 283 —

ma o devoa evel aoun o tremen ebiou d’ar c’hreou ha d’ar mogeriou dilezet-ze.

Pa e devoa treuzet ar c’hoat, Godig en em gavas dirag ar C’hastel. An amzer a ioa ien ; hogen ar verc’h paour n’e devoa ket a riou. Kentse divera a rea ar c’hoez dioc’h he zal ; rag ouspen ma voa eat buan, aoun e devoa ive. Clevet a rea ato bep er mare ar griaden e devoa clevet e kichen Guerc’hez an derven, hag ar vouez a iea ato truezusoc’h truezusa.

— Ar vouez-ze, ep mar, a deu euz ar C’hastel, eme C’hodig ; Enr prizonier bennag a rank beza aze. O va Doue ! ha me n’em eus netra da rei dezhan !

Ar plac’h iaouang a lame he c’halon en he c’hreiz. Mont a reas beteg an doufez, hag e selle o clask guelet eun dra bennak. Neuze e clevas freaz ar c’homzou-ma :

Truez ! truez evit eur prizonier ! abalamour da Zoue, eun tam bara da vab an Dug a Vreiz !

Me ho les da zonjal pe ger mantret e chomas Godik Eur mab a Vreiz o c’houlen bara ! Coeza a reas d’an douar fatet ; mes an daelou a ziruillaz euz he daoulagad hag e c’hellas neuze sevel en he za. Tam bara he c’hoan a ioa c’hoaz en he godel ; red oa e gis pe c’hiz he gas da vap Breiz.

Ar c’hlemou e doa clevet a deue euz a eun tour a scoe var eul leac’h distro euz ar c’hoat. Evit mont beteg eno oa red treuzi an doufez. A drugare Doue e zoa nebeut a zour enhi ; hogen hag e vije bet leun, Godik ne vije ket chomet da varc’hata. Disken a reaz a ruz en doufez, hag en tu all e cripas guella ma c’hellas.

Ar prizonier a ioa eno oa Jil a Vreiz he unan. Tamallet oa bet da veza a unan gant ar saozon a ioa neuze e brezel oc’h he vreur, Fransez kenta, Dug a Vreiz. An dug a ioa en em lezet da veza tromplet