Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/300

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 284 —

gant he ofiserien a rea al lez hag al lezen dezhan. Unan anezho dreist oll, en devoa casoni oc’h ar prins Jil abalamour d’ar brinsez Franseza en devoa bet c’hoant da gaout he unan evit pried. An dostennerien-ze a reas kement var speret an Duk, ma hen lakejont da gassat he vreur, ha ma hen lezaz etre ho daouarn ; hag ar re-ma hen diskennaz en eur c’hao euz ar c’hastel dilezet evit ma varfche eno gant an naoun.

Pa zigouezaz Godig e kichen prenest ar c’hastel, e velaz eno eun den drouklivet, toullet oll he zivoc’h, he zaouarn treud ha seac’h evel re an ankou. Cregi a rea en dra c’helle er barrigner houarn a ioa a dreuz hag a hed er prenest evel eur c’hrill, hag e lavare gant eur vouez glac’harus : m’em eus naoun ! m’em eus naoun !

Panefe he c’harantez hag he c’hoant da ober vad, Godig a vije bet fatet o velet eun dra evelse He anken a roas ners dezhi, hag e chellas, dioc’h an diaveas, cripat ive oc’h ar barrigner houarn ha lavaret goustadik d’ar prizonier :

— Aotrou Jil ! setu ama bara.

— Piou out-te ? eme ar prizonier o tistrei buhan da velet piou a gomze. Eal a bers Doue, hag euz ar Baradoz e tenes-te ?

— Oh nan, ne d’oun nemet eur goueriadez paour, ker paour zoken, ma n’am eus da ginnigen da eur mab a Vreiz nemet eun tam bara du. Me eo Godik Madek.

— Godig ? eme ar prins en eur gas buhan ar bara d’he c’hinou hag o chocat varnezhan chasun, Godik ? Peleac’h em eus-me clevet an hano-ze ? ha ne ket te oa ar verc’hik-ze da behini Franseza ha me a gasaz eun inkin brema ez euz eun nebeut bloaveziou ?

— Ema ama ganhen an inkin, va frins ; n’oun ket bet discroget anezhan abaoue.