Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/20

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 4 —

Relijion ha traou burzudus, pe sikourou, grasou resevet euz an Env dre skoazel ar Verc’hez Vari pe ar zænt all ; en eil kevren e kafor istoriou divar benn a bep seurt tud, istoriou skueriuz ha mad da gelen an nep ho fleustro ; en trede kevren ez eus krifet eur fablen hag eur marvail bennak. Oll, a esperan, e raint vad d’ar re a evesai outho.

An traou burzuduz a zo ama skrifet, n’on eus sonch ebet d’ho rei evel miraclou ; an iliz epken a c’hell discleria pere a zo guir viraclou ; bez’ ez int avad grasou bras deut euz an Env, hag anat mad deomp-ni da viana kristenien katolik.

An traou burzuduz hag ar c’henteliou skrifet el levr-ma a zo digouezet oll pe gozig oll e Bro-C’hall, e Frans, ha dreist oll en hor bro ger Breiz-Izel.


————