Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/19

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 3 —

vech kenta gant otre Eskob Kemper. Er gazeten an istoriou hag ar c’henteliou zo ama a zo bet roet a bennadouigou, en hevelep doare pa resevet ar pennad diveza e veze bet amzer da ankounac’haat euz a betra oa meneg er pennad kenta. Hogen al lenner pa blij eur pennad skrit dezhan, en deuz ato c’hoant ha mall da velet ha da c’houzout petra deui da veza ar re zo hano anezho er pennad skrit-ze, da velet ha da c’houzout petra a zigoezo gantho. Ama al lenner a dorro he c’hoant pa garo ; an istoriou hag ar c’henteliou all zo laket dioc’htu hed-ha-hed ; n’eus ken da ober nemet lenn bete divez ar pennad skrit.

Lenn eul levr skueriuz a ra avechou mui a vad eget klevet eur brezegen. Ar brezegen a dle dougen frouez dioc’htu ; ma na ra ket, douetus bras ne rai nemeur a vad, rag ankounac’het e vezo ep dale. Al levr avad a chom, hag ar vad n’en devezo ket great ar vech kenta ma vezo bet lennet, a raio marteze zoken en navet pe en dekvet guech. An tam labour-ma a ran gant ali tud goueziek ha skiantet mad ; kaout ara dezho e raio vad, e vezo talvoudek da lakat renta gloar da Zoue ha da zicour eneou d’en em savetei. Ha pa na rafe nemet miret oc’h eur pec’het bennag en tiez eleac’h ma vezo lennet, ne gredin ket em bezo kollet va foan o lakat he voulla.

Rannet em euz al levr-ma e teir gevren pe teir darn. Er genta kevren e vezo kavet Deoliez ha Burzudou, da lavaret eo, pennadou divar benn ar