Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/144

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 128 —

ha souden e teuaz an daelou en he zaoulagad. Person Itron Varia ar Gounidou, boas da velet tud evelse o tistrei oc’h Doue, her guelaz hag a deuas d’he gaout. An den iaouanc a gofessas, a jomas eun derveziou bennag eno, hag araog dont euz a Baris en devoue an heur da reseo he Zoue.

Pa voa digouezet er gaer, kenta tra a reas oa mont da gaout an itron e devoa roet dezhan kevridi an Ave Maria, evit he zrugarecat ha lavaret dezhi petra voa c’hoarvezet. Houma ne voue tam souezet oc’h he glevet, rag e gortoz edo da gementse ; rag an itron-ze so eur gristenez vad hag e deuz eur fizians dispar e madelez hag e trugarez mam Doue.

————



An Ave Maria
————

Da Aotrou escop Orlean eo e tleomp ar pez zo ama varlerc’h.

Eun dervez, emezhan, e voe roet din da anaout pe ger gallouduz eo an Ave Maria. E kichen guele ar maro eo e teskis kementse, e kichen guele eur verc’h spirituel din hag a garien cals, eur c’hreg iaouanc hag e doa great ganen, n’oa ket c’hoas goal bell, he c’hommunion genta. Ar c’hiz am oa da alia ar vugale a rea ho fasc kenta ganen, da zerc’hel mad da lavaret an Ave Maria. Ar c’hreg iaouanc-ma ne doa nemet ugent vloaz, hag a veac’h oa bloaz abaoue m’am oa he eureujet. Dalc’het e doa mad d’am ali, ha zoken, ervez eun ali all a roen d’ar vugale, e doa lavaret bemdez eun dizenez bennag eus ar chapeled. Er pevar bloas diveza e lavare ato