Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/136

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 120 —

m’edo o vale o clask he dam bara, e tremene ebiou d’eun davarn ; eur vanden dud iaouang a ioa eno en em zestumaz en dro dezhan hag a falvezaz dezho he lacat da gana.

— Alo, bars coz, distagit deomp aze var ho telen eur zon nevez pe unan bennag a ganaouennou ar vro. Ne ket bier a vanco deoc’h da efa.

Hogen ar bars coz a hejaz he benn, hag eleac’h mont en davarn, en em dennaz a douez ar ganfarted hag ez eas gant he hent. Ar pez a vire oc’h an telenner coz da zilaou goulen an dud iaouank-ze, ne ket ne vouische ket a zoniou avoalc’h da gana. Gouzout a rea dindan envor kement soun ha kanaouen a ioa bet savet er vro ; mes ar muzig a ioa eun dra sacr evit Karl, ha ne felle ket dezhan saotri he delen o cana en eun hostaliri, da dud iaouank diskiant ha lonkerien.

Gouscoude en doa naoun ha sec’het, ar bars coz ! An hent a ioa hir ha goloet a boultren, ha ti ebet ne zigore dirazhan. Mont a rea didrouz ha sounn he benn gantha dirag an dud pinvidik, laouen hag ar musc’hoars var he vuzellou dirag ar vugale.

Setu creisdeiz o son. Var ar meziou ne veler den ; eat eo an oll d’ho fred. Ne glever ken trous nemet cleier ar parreziou divar dro o sini an Angelus.

Karl a azezaz oc’h costez eur c’hleuz, hag a lakeaz he delen var he varlen ; neuze en em lakeaz eur pennad mad da zellet outhi truezuz evel p’en divije c’hoant da gozeal outhi.

Ar bars coz a ioa bet guech all mad ar bed gantha.

Guechall en doa kemeret perz e kement eured, e kement dimizi a veze er c’harter. Ma kreske an dud en eun ti, mar digoueze eun deiz ha bloas, Karl en em gave gant ar re genta Gouel ebet ne alle beza mad ma na vije ket ar bars enha, ma na vije ket clevet son skiltr he delen o trec’hi var an avel.