Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/135

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 119 —

itron a c’hriaz ho silis deoc’h e penn an iliz e couent Pontigny, eo a gemen deoc’h rei din an otre da lavaret an oferen. »

D’ar goms-ze an Arc’hescob en em daolas d’an daoulin ehars treid ar beleg iaouang, hag a roas dezhan, na petra-ta, ar pez a c’houlenne. Ouspen-ze kinnigen a reas dezhan cargou all ; ar beleg iaouang avad a lavaraz en doa avoalc’h gant he chapel, hag a zistroas da servicha he batronez santel gant muioc’h a zevosion evit biscoas.

Ar Verc’hez Vari a reas c’hoas muioc’h evithan ; digari a reaz he speret en eun doare burzudus ; rak bete neuze en doa bet eur speret pounner avoalc’h, p’eo guir ne c’helle lavaret bete neuze nemet oferen an Itron-Varia.

Eun nebeut derveziou goudeze sant Thomaz a Gantorbery a resevaz ar gurunen a verzer, o vervel evit difen ilis Doue.

Ar burzud am eus merket ama, eme an hini a scrif an dra-ma, ne voue disculiet nemet pa deuaz ar maro d’ar beleg iaouank. Eun nebeut goude he varo, ha tri bloas goude ma voa laket sant Thomas e reng ar zent, eo bet contet din, evel ma emeuz he verket ama, gant tud hag a verit beza credet.

————


An Telenner
————

Karl a ioa eur barz evel ar re a velet stank guechall e Breiz. He vicher oa c’hoari gant an delen, ha cana varnezhi soniou ha kanaouennou. Hogen deut oa da veza coz, ha paour lazar oa. Eun dervez