Mont d’an endalc’had

Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1913.djvu/915

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ
TAOLIT EVEZ

Kalz tud, p’ho alier da ober ar pedennou e komun noz ha mintin, pe da nebeuta dioc’h ann noz, a lavar ne c’houzont ket grasou. Eun digarez fall, hag eur gaou ! Piou ne c’hoar Pater ebet ann holl ? Mad, grasou a zo n’euz forz pe seurt peden great gant tud ann ty oc'h en em respount. Evelato, evit ma vezo easoc’h kemeret pe heulia ar c’hiz kaer euz ar beden e komun, e lakeomp ama ar pedennou a dle beza great e peb tiegez kristen.


PEDENNOU DIOC'H AR MINTIN HA DIOC'H ANN NOZ
e kerne, e leon hag e treger
————
EVIT LEON HA KERNE
————
pedennou dioc’h ar mintin

Enn hano ann Tad, hag ar Mab, hag ar Speret-Santel. Evel-se bezet great.

evit adori doue
M'hoc’h ador, ma Doue, ma Chrouer,
M’hoc’h ador, Jezuz, ma Zalver ;
Hirio ha keit ha ma vevinn
Ho servicha humbl a fell d’inn.

evit trugarekaat doue
M'ho trusgareka, ma Aotrou
Evit hoc’n holl madelezoù ;
D'am beza krouet, konservet,
Prenet, enn Iliz resevet.

evit en em rei da zoue
Kement a rinn, a livirinn,
A zonjinn hag a andurinn,
A offran holl da c’hloar Doue
Dreizhoc’h, Mari, mamm a drue.

prometomp beza fidel da zoue
Me a bromet en em viret
Gant gras Doue, diouz peb pec’hed,
Hag observi lezenn Doue
Evit plijout d’he vajeste.

goulennomp grasou doue
O ma Jezuz, sellit ouzinn,
Ha roit d’inn ar pez a fell dlnn ;
Roit d’inn ar c’hras d’ho karet bepred
Hag ar c’hras n’hoc’h offansinn ket.

pedomp ar verc’hez
Guerc’hez Vari, mamm benniget,
Var va maro ma zikouret ;
Guerc’hez Vari, matnm da Zoue,
O pet truez ouz ma ene.

pedomp hon eal-mad
Ha c’houi, ma Eal mad, kannad Doue,
Miret ma c’horf ha ma ene ;
Va miret ouz ann drouk-spered
Ha dreist peb tra diouz peb pec’hed.

hor patron pe hor patronez
Ma faeron, ne veritan ket
Dougen ann hano a zouget ;
Koulzkoude pa’m euz ann henor,
O pet truez ouz ho fillor.

Ar merc'hed :
Ma maeronez, ne veritan ket
Dougen ann hano a zouget ;
Mes, me ho ped, va maeronez
O pet sonj euz ho flllorez.

pedomp jezuz hag ar zent
Jezuz, Mari ha Joseph, Anna ha Joachim,
S. Mikeal, va Ael-mad, s. Per, sellit ouzinn ;
Ma faeron, Santez Barba, gloriuz S. Korantin
Brema ha var va maro, o pet truez ouzinn.