Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1913.djvu/916

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet



Hon Tad pehini zo enn env, hoc’h hano bezet santifiet ; ho rouantelez deuet d’eomp ; ho polontez bezet great var ann douar evel enn env. Roit d’eomp hirio hor bara pemdeziek, ha pardounit d’eomp hon offansou evel ma pardounomp d’ar re o deuz hon offanset ; na bermetit ket e kuesfemp e tentasion, mes hon dilivrit diouz ann drouk. Evelse bezet great.

————


Me ho salud, Mari, leun a c’hras, ann Aotrou Doue zo ganehoc’h, benniget oc’h dreist ann holl gragez, ha benniget ar frouez euz ho korf, Jezuz.

Santez Mari, mamm da Zoue, pedit evidomp pec’herien, brema hag enn heur euz hor maro. Evelse bezet great.

————


Me a gred e Doue, ann Tad holl-c’halloudek, krouer ann env hag ann douar, hag e Jezuz-Krist, he Vab unik, Hon Aotrou, a zo bet konsevet euz ar Spered-Santel, ganet gant ar Verc’hez Vari, En deuz douzanvet dindan Pons-Pilat, a zo bet krusifiet, maro ha sebeliet, a zo diskennet d’ann iferniou, ha resusitet ann trede deiz euz a varo da veo, a zo pignet enn envou hag azezet enn tu deou da Zoue, ann Tad holl-c’halloudek, ac’hano e teui da varn ar re veo hag ar re varo.

Me a gred er Spered-Santel, enn Iliz Santel katholik, kommunion ar zent, remision ar pec’hejou, rezurreksion ar c’hig, ar vuez eternel. Evelse bezet great.

————


Me govez ouz Doue holl c'halloudek, ouz ar Verc’hez gloriuz Vari, ouz ann Aotrou sant Mikael arc’hel, ouz ann Aotrou sant Iann-Vadezour, ouz ann ebestel sant Per ha sant Paol, hag ouz ann holl Zent, abalamour m’am euz pec’het braz dre zonj, dre gomz, dre ober, dre ma faot, dre ma faot, dre ma brasa faot. Rak-se e pedann ar Verc’hez gloriuz Vari, ann Aotrou sant Mikael arc’hel, ann Aotrou sant Ian-Vadezour, ann ebestel sant Per ha sant Paol, hag ann holl Zent da bedi Doue evidon.


PE E LATIN :



Pater noster, qui es in coelis, sanctificetur nomen tuum ; adveniat regnum tuum ; fiat voluntas tua, sicut in coelo et in terra. Panem nostrum quotidianum, da nobis hodie, et dimitte nobis debita nostra, sicut et nos dimittimus debitoribus nostris, et ne nos inducas in tentationem ; sed libera nos a malo. Amen.

————


Ave, Maria, gratia plena, Dominus tecum, benedicta tu in mulieribus, et benedictus fructus ventris tui, Jesus.

Sancta Maria, Mater Dei, ora pro nobis peccatoribus, nunc et in hora mortis nostrae. Amen.

————


Credo in unum Deum, Patrem omnipotentem, creatorem coeli et terrse, et in Jesum-Christum, Filium ejus unicum, Dominum nostrum, qui conceptus est de Spiritu-Sancto, natus ex Maria Virgine, passus sub Pontio-Pilato, crucifixus, mortuus et sepultus, descendit ad inferos, tertia die resurrexit a mortuis, ascendit ad ccelos, sedet ad dexteram Dei, Patris omnipotentis, inde venturus est judicare vivos et mortuos.