Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1913.djvu/871

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

zarempred e deuz gant ann dud dianveaz, hag he buez n’eo mui ar pez ma tlefe beza goude ar bromesa e deuz great eveldomp d’hor Zalver Jezuz. »

« Tharsilla hag Emiliana a gelenne ho c’hoar guella ma c’hellent, ha bemdez e poanient, enn eur gaozeal brao outhi, da rei d’ezhi da goumpren oa re skanv he fenn ha re laosk e servich he c’hrouer. Gordiana a anzave dioc’htu edo ar virionez gantho, ha lavaret a rea zoken e vije furoc’h hiviziken. Mes ann dra-ze ne bade ket, ha prest goude e klaske adarre koumpagnunez merc’hed ar bed.

« Euz ann teir c’hoar, Tharsilla oa ar vodesta, ann aketusa d’ar bedenn hag ann hini a rea ar muia pinijenn ; abalamour da ze e tizaz heb dale betek ann huela pazenn euz ar zantelez, hag ann holl a ioa leun a istim hag a respet evithi. Eunn nozvez, e velaz dre he c’housk sant Felis, eskop Rom, hag ar zant-ma a ziskouezaz d’ezhi eur palez hag a ioa ennhan eur sklerijenn dudiuz, enn eur lavaret : « — Deuit, rak ama eo e tleann ho tigemeret. » Antronoz e krogaz ann derzienn ennhi, hag abarz nemeur e oue var he zremenvan. Hogen, eur maread tud, goazed ha merc’hed, a ioa var he zro, evel m'eo ar c’hiz pa vez unan bennag prest da vervel, ha va mamm a ioa ive enn ho zouez. Enn eunn taol kount, ann hini glanv a zavaz he daoulagad hag a velaz Jezuz o tont etrezek ennhi. Kerkent e kriaz d’ar re a ioa e kichen he guele : « — Grit plas ! ema erru Jezuz ! » hag a greiz m’edo o sellet ouz he Zalver, he ene santel a guiteaz ann douar evit nijal d’ar baradoz.

« Raktal e oue klevet er gambr eur c’houez ker mad ma oa anat d’ann holl ne oa nemed eunn Doue hag en devije gellet lezel var he lerc’h eur c’houez evel hennez. Pa oue divisket he dillad digant Tharsilla evit goalc’hi he c’horf hervez ar c’hustum, e oue kavet ar c’hroc’henn var he ilinou ha var bennou he daoulin ker kalet ha ken teo hag hini eur c'hanval. Evelse, he c’horf maro zoken a roe testeni euz he devosion ; rak ar pez a ioa kaoz d’ann dra-ze oa abalamour m’oa bet boaz da jom pell da bedi var bennou he daoulin, he ilinou harpet enn eunn tu bennag.