Mont d’an endalc’had

Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1913.djvu/870

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ



Ar zant-ma a reseve kalz aluzennou, mes ne zalc'he evithan nemed ar pez a ioa red evit miret na varvche gant ann naoun : ann nemorant a roe d’ar beorien all goude m’ho deveze he vamm hag he vreur bet ho-unan ar pez o doa ezom. « — Pebez kentel, eme zant Gregor, pab, evit ar re a zo kriz ouz ar paour hag a ve goulskoude eaz d’ezho ober aluzenn ! Da zeiz ar varn, n’he ket ann Ebestel nag ar verzerien a vezo galvet da dest a enep ar seurt tud-se, mes ar c’heaz Servul, a ioa seizet he zivreac’h outhan hag a c’houie evelato rei sikour d'he nesa dre zaouarn he vamm hag he vreur. Kemerit skouer dioc’h ar zant-se ha bezit eveldhan aketuz d’ann oberiou a drugarez, evit ma c’hellot eunn deiz kaout perz enn he rekoumpanc er baradoz. »





ar pevare var'nn ugent a viz kerzu


SANTEZ THARSILLA, GUERC'HEZ
————


Tharsilla a ioa moereb da zant Gregor, pab, ha setu ama petra en deuz skrivet he niz divar he fenn : « Va zad, eme zant Gregor, en doa teir c’hoar hag a voestlaz ho zeir ho guerc’hded da Jezuz-Krist er memes devez : ar genta anezho a ioa he hano Tharsilla, ann eil Gordiana, hag ann drede Emiliana. Ho zeir e tiskouezent ober kement ha kement a fae var gloar, madou ha plijadureziou ar bed, ha beva a reant asambles enn ho zi evel leanezed enn eur gouent.

« Mes gant ann amzer e oue remerket kalz kemm entrezho. Tharsilla hag Emiliana a gendalc’he da garet Doue euz a greiz ho c’haloun, ha ne glaskent nemed plijout d’ezhan e peb tra. Ho spered a veze ato o sonjal ennhan pe e traou ann env, hag evelse e c’heller lavaret ne oa nemed ho c’horf var ann douar.

« Kaloun Gordiana, er c’hountrol, a ioa deuet da glouaraat e kenver Doue. Ne oa mui ken devot, he fenn a ioa leun a avel, hag he zonj a veze aliesoc’h enn dillad kaer hag e traou ar bed eged enn hini e devoa choazet evit pried.

« Ar jenchamant-se a rea poan da Dharsilla, hag houma a lavaraz meur a vech da Emiliana : « — Me vel ervad e deuz hor c’hoar Gordiana troet kein d’eomp. Re a