Mont d’an endalc’had

Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1913.djvu/848

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

eunn eskop anezhan ! Klask a reaz a bep seurt digareziou evit pellaat diouthan eur garg ken huel ha ker pounner. « — Me ne d-ounn, emezhan, nemed eunn dioualler denved ; n’em euz ket a zeskadurez aoualc’h evit beza eskop ; enn han’ Doue eta, va lezit er stad m’emaounn. » Mes ne oue ket selaouet, kaer en devoue, ha red e oue d’ezhan reseo ann Ursiou ann eil goude egile evit beza sakret eskop.

Guir eo, Spiridion n’en doa studiet nemeur skianchou ar bed ; mes rouez oa ar re a anaie ar Skritur Sakr kerkouls hag hen. Eunn devez, eunn eskop all a ioa o prezeg dirazhan, hag a gountaz enn he zarmoun histor ann den seizet a zo hano anezhan enn Aviel. Mes enn histor-ma e chenchaz eur ger, da lavaret eo, e leac’h en em zervichout euz ar ger a ioa enn Aviel, ec’h en em zervichaz euz a eur ger all hag a zinifie ar memes tra. Kerkent Spiridion a lavaraz d’ezhan : « — Ar ger-ze n’ema ket enn Aviel ; ne c’hellit ket chench komzou Doue evelse. »

Pa oue roet ar peoc’h d’ann Iliz gant ann impalaer Konstantin, Spiridion a ieaz da gonsil Nisee asambles gant ann eskibien all. Eunn doktor paian, lemm he spered hag he deod, en em gavaz eno ive, hag en em lakeaz da lavaret a bep seurt traou euz ar relijion gristen. Spiridion n’oa ket eunn den helavar, hag evelato ec’h en em gargaz da skolia ann doktor-ze. Diskouez a eure d’ezhan ker brao, ha dre gomzou ker sklear, ne oa nemed gevier oc’h he heul hag edo ar virionez gant ar gristenien, ma oue nec’het o klask gouzout petra da respount, ha ma lavaraz erfin : « — Ann eskop-se a zo treac’h d’inn, hag hiviziken he gredenn a vezo ive va c’hredenn-me. »

Spiridion a rea tro he eskopti var he droad, he vrevier ganthan dindan he gazel hag eur vaz enn he zorn ; mes he eskopti n’oa ket braz. Dre ma’z ea gant he hent, ann dud fidel en em strinke d’an daoulin dirazhan enn eur c’houlenn he vennoz. Doue en doa roet d’ezhan ann donezoun a viraklou, hag ann dra-ma a greske c’hoaz ar respet o devoa ann holl evithan.