Mont d’an endalc’had

Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1913.djvu/847

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

var al leac'h, hag e lavaraz d’ezho e vije roet ar peoc'h d’ann Iliz abarz nemeur.


SONJIT ERVAD

Euruz ann eneou chast p’e guir int templou d’ar Spered-Santel ! Mes ive nag hi zo reuzeudik ann eneou a zo saotret gant ar peched p'e guir ann drouk-spered a zo o ren ennho evel eur roue var he dron ! Goulskoude ar pec’hed ne c’hell dont enn ene nemed dre asant ar volontez ; n’euz fors eta petra errufe gant ar c’horf, ann ene a jom ato pur keit ha ma ne ro ket ar volontez he asant d’ar pec’hed.





ar pevarzekved devez a viz kerzu


SANT SPIRIDION, ESKOP
————


Spiridion a ioa ganet enn enez Chipr, hag a oue he vicher genta diouall ann denved. Ar vicher-ma a blije d’ezhan abalamour ma kave tro ennhi da veva he-unan gant Doue ha pell dioc’h trouz ar bed. Tremen a rea he holl amzer o pedi, o vedita hag o lenn ar Skritur Sakr ; ann dra-se ne vire ket outhan da deuler evez euz he loaned, hag evelse e teuaz heb dale da veza habil var skiant ar Zent.

Ann impalaer Maksimian o veza en em lakeat da ober goall vuez d’ar gristenien, Spiridion a oue diskuillet evel unan euz ar re vrudeta anezho. Galvet e oue dirak ar barner, hag o veza ne felle ket d’ezhan kinnig ezans d’ann doueou faoz, e oue diframmet he lagad deou euz he benn ha trouc’het d’ezhan he jaritell gleiz ; goudeze e oue koundaonet da vont da labourat er mengleuziou, asambles gant eur maread kristenien all hag a ioa bet great ar memes tra d’ezho.

Goude maro Maksimian, e c’hellaz distrei d’ar gear, hag e kemeraz adarre ar vicher en devoa araok. Mes eskop Tremithont o veza deuet da vervel, ann dud a iliz hag ar bobl her choazaz evit delc’her he blas. Spiridion a jomaz mantret pa glevaz ar c’helou-ze : biskoaz n’en doa sonjet mont da velek, hag ez oa c’hoant da ober