kelennadurez ann dud fidel. Mes abarz ar fin e kouezaz klanv, hag e varvaz e peoc’h d’ar 4 a viz ebrel euz ar bloaz 397. He c’houel hag he offis a vez great d’ar 7 a viz kerzu abalamour ma oue sakret eskop da genver ann deiz-ma.
Da genta. — Red eo gouzout peur tevel evit gellout parlant mad.
D’ann eil. — Eur spered dous hag eunn doare chentil a blij da bep unan, hag a c’hounit buhan kalounou ann holl.
D’ann trede. — Guella ma tiskouez ann den he nerz eo o trec’hi he dechou fall hag oc’h en em drec’hi he-unan.
D'ar pevare. — Ar c’hristen a dle ober peb tra evit Doue mar en deuz c’hoant e teufe peb tra da vad ganthan.
tibri euz ar frouez a ioa bet difennet outhan gant Doue, hon tad kenta Adam a zo bet kaoz d’ann dud holl da veza konsevet ha da c’henel e stad a bec’hed. Setu ar pez a rea d’ar roue David guech all lavaret enn unan euz he zalmou :
Va mamm, abarz va genel, ouz va c’honseo hebken,
E deuz furmet asambles eur pec’her hag eunn den.
Mes ar pez a c'hoarvez gant ann holl dud all n’e ket bet c’hoarvezet gant ar Verc’hez gloriuz Vari. Ar Verc’hez Vari a ioa bet choazet a holl-viskoaz evit beza mamm da Zoue, hag abalamour da ze e oue diouallet dioc’h ar pec’hed orijinel dre eur c’hras ha n’eo bet roet da nikun all ebed euz a vugale Adam.
Ma vije bet ar Verc’hez Vari konsevet e stad a bec’hed evel ann dud all, e vije bet eur pennad bennag dindan galloud ann drouk-spered hag enebourez da Zoue. Hogen, piou a c'hellfe kredi e ve bet eur pennad bennag dindan galloud ann drouk-spered ann hini a dlie flastra d’ezhan he benn ? Piou a c’hellfe kredi e ve bet eur pen-