Mont d’an endalc’had

Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1913.djvu/831

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

donzur zantel, ann Ursiou munut hag ann Ursiou all betek ar velegiach, ha d’ann eizved devez e oue sakret eskop.

Divar neuze ec’h implijaz he holl amzer o studia ar Skritur Sakr, o pedi, o vedita, hag o labourat evit silvidigez ann eneou a ioa fiziet ennhan, Poania a rea dreist peb tra da zifenn ar feiz katolik a enep ann Arianed hag ann heretiked all a ioa enn he eskopti, ha dre ann dousder euz he gomzou e lakeaz eur maread anezho da zistrei d’ar guir relijion. Ar brudeta eus ar re a c’hounezaz evelse da Zoue a oue Aogustin ; hema a deuaz goudeze da veza gloar ha sklerijenn ann Iliz dre he zantelez hag he skridou.

Goulskoude Ambroaz a c’houie beza rust ive avechou. Ann impalaer Theodoz en doa roet urs da laza seiz mil den e Thesalonik abalamour m’oa en em zavet pobl ar gear-ze a enep he offiserien. Raktal ar Zant a skrivaz d'ezhan evit he alia da ober pinijenn. « — Ne c’hellinn ket, a verke Ambroaz enn he lizer, lavaret ann offerenn dirazhoc’h ken n’o pezo paet da justis Doue ar boan oc'h euz meritet dre eunn torfed ker braz. »

Evit doare, ann impalaer ne reaz ket kalz a van euz al lizer-ze ; rak prest goude, o veza eur zulvez e kear Milan, e falvezaz d’ezhan mont d’ann iliz evel ar gristenien all. Mes, pa erruaz er porched, e kavaz ar Zant eno o stanka ann or outhan. « — Prins, eme Ambroaz, petra glaskit-hu ama ? Ho taouarn a zo c’hoaz ruz gant ar goad a zo bet skuillet dre hoc’h urs, ha ti ann Aotrou Doue a zo eur plas santel dreist ann holl blasou all. N’oc’h ket din eta da lakaat ho treid ennhan, ha da dostaat oc'h ann aoteriou sakr. » « — Ar roue David, eme ann impalaer, a zo bet muntrer eveldon hag a zo bet pardounet. » « — Mad, eme ar Zant, p’e guir oc’h euz pec'het eveldhan, grit ive pinijenn evel en deus great. »

Enn dro-ma Theodoz a zentaz. Ober a eure pinijenn dirak ann holl epad eiz miz dioc’htu, ha da fin ann eiz miz-se hebken e c’hellaz reseo ann absolvenn ha kemeret perz adarre enn offisou ann iliz.

Sant Ambroaz en deuz skrivet ive levriou kaer evit