kaer. Hogen, pevar c’hrouadur e devoa, eur mab ha teir merc’h, ha ne gavaz ken lojeiz evitho hag evithi he-unan nemed eur c'hraou moc’h ! ! ! Hi, merc’h da eur roue, hi hag e devoa great kement a vad enn Turenj enn amzer ar gernez !
Euz ar c’hraou-ze e klevaz ar venac’h euz a Urs sant Fransez o kana ho offis e kreis ann noz enn eunn iliz a ioa e kichen, ha setu hi ha mont raktal da lavaret d’ezho : « — Kanit ann Te Deum da drugarekaat Doue evit ar c’hras en deuz great d’inn da veza disprijet evel ma’z ounn. »
Etre daou goulskoude eskop Bamberg, he eontr, a lakeaz rei d’ezhi ar pez e devoa bet enn argoulou digant he zad. Neuze e reaz sevel e Marbourg eunn ti koat toet gant taouarc’h, ha goude beza kemeret sae ar binijenn e Trede-Urs sant Fransez, e tremenaz enn ti-ze ann nemorant euz he buez. He holl amzer a implije o pedi Doue hag o neza evit gounit he boued, nemed ez ea ato diou vech bemdez da zervicha ann dud klanv enn hospitaliou.
Mervel a eure leun a veritou d’ann 19 a viz du euz ar bloaz 1231, oajet hebken a bevar bloaz var’nn ugent. Doue, evit rekoumpansi he humilite, en doa roet d’ezhi ann donezoun a viraklou.
Santez Elizabeth a lakeaz kana ann Te Deum evit trugarekaat Doue euz ar c’hras en doa great d’ezhi da veza goal-gaset ha disprijet. Ar zent holl peurvuia o deuz karet guelet ann dud oc’h ober fae varnezho. Ma ne c'hellit ket gouzanv gant joa ann disprij a reer ac'hanoc'h, gouzanvit-hen da vihana gant pasianted, heb en em jala re, hag evelse ana disprij-se a vezo kountet d’ehoc’h da greski ho mirit dirak Doue, ha da greski ive dre eno ho kloar hag hoc’h euruzded er baradoz.