Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1913.djvu/787

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

bugaleach, ha ken aketuz oa bepred d’he deveriou e kenver Doue evel da zeveriou he stad. Hogen, a benn c’houec’h vloaz goude m’oa dimezet, ha d’ar mare m’edo he fried enn Itali asambles gant ann impalaer Frederik II, e oue eur gernez spountuz enn Turenj, betek zoken ma varve eur maread tud gant ann naoun.

Ar Zantez a oue rannet he c’haloun o klevet kement all ; rak hed ar vech e devoa bet ive eur garantez tener evit ar beorien. Raktal e reaz ingala etre ar re o doa ar muia ezomm kement guennek a ioa e tenzor ar palez, ha d’ann ampoent ez oa kalz. Goudeze e lavaraz digeri ar grignoliou a ioa leun a ed, hag ober bara gant ann ed-se da rei d’ann dud keiz. Offiserien ar palez a gleme ; mes red e oue d’ezho senti, ha dre ma teue ar bara euz ar forn, Elizabeth he-unan her c’hase d’ar beorien a veze o chortoz er meaz. Maga a rea evelse betek nao c’hant paour bemdez.

Goulskoude ar palez a ioa var eunn dorgenn pe eur menez huel, hag ann holl n’oant ket krenv aoualc’h evit pignat eno. Mes ar Zantez a ziskenne ive da gaout ar re ne c’hellent ket mont da glask, hag er gear a ioa e traon ar menez e lakeaz sevel daou hospital evitho, heb kounta eunn all a ioa bet savet dija dre he urs, enn hanter'nn hent etre ar gear-ma hag ar palez, evit ar re doc’hora anezho. Diou vech bemdez, dioc’h ar mintin ha dioc’h ann noz, ez ea da ober eur bale d’ann hospitaliou-ze evit servicha ann dud keiz a veze dastumet ennho. He-unan e roe da zibri d’ar re a veze donjerusa ho c’hlenved ; he-unan e trese ho gueleou hag e louzaoue ho gouliou, ha pa veze echu he labour ganthi, e poke d’ho daouarn ha d’ho zreid.

Pa zistroaz ann duk d’ar gear, offiserien ar palez a lavaraz d’ezhan : « — Ann dukez a gaso ac’hanhoc’h da baour, » « — Petra, eme ar prins, guerzet e deuz douarou ann dukach ? » « — N’e deus ket,» emezho. « — Mad, eme ann duk, list anezhi neuze : he aluzennou a denno bennoz Doue varnomp. »

Er bloaz varlerc’h, Elizabeth a gollaz he fried, ha kerkent e oue lakeat er meaz euz ar palez gant he breur--