Mont d’an endalc’had

Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1913.djvu/727

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ


ar pevare var 'nn ugent a viz here


SANT RAPHAEL, ARC'HEAL
————


Sant Raphael, arc’heal, eo prins ann Troned, ann trede keur elez euz ar baradoz, evel ma’z eo sant Gabriel prins ar Cherubined, ha sant Mikeal prins ar Seraphined. He hano a zinifi Medisin ann Aotrou Doue, hag abalamour da ze ann Iliz her ped da barea ann holl dud klanv, koulz ar re a zo klanv a spered evel ar re a zo klanv a gorf.

Sant Raphael a oue karget guech all da ober koumpagnunez da vab Tobias, pa oue kaset hema gant he dad da gear Rajes, da c’houlenn eur guchenn arc’hant a ioa bet prestet gant Tobias koz da eunn den euz ar gear-ze. Mab Tobias ne c’houie ket ann hent da vont di ; mes ann arc’heal Raphael, o veza kemeret furm eur beachour, en em ginnigaz d’hen diskouez d’ezhan, hag a lavaraz d’he dad : « — Bezit dinec’h divar benn ho mab ; me her c’haso da Rajes, hag hen digaso d’ar gear enn dro heb na c’hoarvezo drouk ebed ganthan. » « — Mad, eme Dobias, it eta ho taou enn hent, ha beach vad d’ehoc’h ! Doue hag he elez ra vezint ganehoc’h bepred ! »

Da fin ann daou zevez kenta, ann daou veachour a erruaz gant eur ster vraz. Mab Tobias a c’hoanteaz goalc’hi he dreid er ster-ze, ha kerkent setu eur pikol pesk o tilammet varnhan egiz p’en devije c’hoant d’he lonka. Tobias a oue spountet ; mes ann eal a lavaraz d’ezhan : « — Krogit e diouskouarn ar pesk, ha chachit-hen varzu enn-hoc’h. » Tobias a zentas, ha neuze ann eal a lavaraz d’ezhan adarre : « — Digorit ha goullonderit ar pesk ; mes diouallit avad da deuler kuit ar galoun, ar vestl hag ann evu ; rak ann traou-ze a zo mad da ober louzou. » Tobias a heuliaz ann ali a roet d’ezhan, ha gou-