Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1913.djvu/726

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

Sant Athanaz en devoue eur joa vraz ouz he glevet, ha goude beza kemeret ali he veleien, e roaz d’ezhan ann Ursiou hag her sakraz eskop, evit ma’z aje adarre d’ann Abisinii gant ar groaz enn he gerc’henn ha gras ar velegiach enn he galoun. Ann eskop nevez a oue digemeret eno evel eunn eal euz ann env, hag heb dale en devoue ann eur da vadezi ar roue hag ann darn vuia euz he zujidi.

D’ann ampoent, ann impalaer Konstans, mab da Gonstantin, a ioa troet a du gant ann Arianed, hag a rea brezel d’ar relijion gatholik. Eur gounnar direiz en devoa dreist holl oc’h sant Athanaz, ha pa glevaz en doa ar zant-ma kaset Frumans d’ann Abisinii da brezeg ann Aviel, e skrivaz raktal da roue ar vro-ze enn eur lavaret : « — Lakit Frumans etre va daouarn, pe diouallit !... » Mes roue ann Abisinii ne reaz van ebed euz he c’hourdrouzou, ha Frumans a gendalc’haz da startaat ann Abisined er feiz, ken dre nerz he gomzou, ken dre he viraklou ha dre ar zantelez euz he vuez. Mervel a eure leun a veritou, mes ne c’houezer ket pe da vare, hag ann Abisined a henor anezhan bepred evel Abostol ho bro.


SONJIT ERVAD

Providans Doue a ren ann den egiz ma plij ganthi. Evelse, goude m’oa bet lazet he eontr, Frumans a oue espernet gant ar vuntrerien, hag a deuaz da veza mignoun da roue ann Abisinii. Perak ? Abalamour m'oa galvet da veza eunn deiz Abostol ar vro-ze. Setu aze penaoz Doue a c'hoar, pa gar, tenna ar mad euz ann drouk, ha lakaat fallagriez ann dud da zervichout d’he c’hloar ha da zilvidigez ann eneou. Fiziomp eta var furnez ha galloud Doue n’euz forz petra rafe ann dud eneb d’eomp.