Mont d’an endalc’had

Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1913.djvu/706

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

eunn den all a renk huel, he hano Semplis, gant he drivac’h ha tri-ugent esklav.

Ar brud euz a gement-ma a lakeaz ar gouarner da egari, ha setu hen ha koundaoni ann holl gristenien nevez-se da veza dibennet asambles gant ar belek Kalepod. Ar gouarner a roaz urs er memes amzer da glask Kallist ; rak kredi a rea oa hen ar penn-kaoz m’o doa kement all a baianed troet kein d’ann idolou.

Ar Zant a oue kavet erfin, karget a jadennou, ha kaset d’ar prizoun el leac’h ma oue lezet pemp devez dioc’htu heb tamm. Gant ann dra-ze skoet e veze bemdez ha meur a vech bemdez, a daoliou baz. Mes ar belek Kalepod en em ziskouezaz d’ezhan enn eur lavaret ne vije ket pell mui heb reseo he rekoumpans.

Da c’hortoz, Kallist a vadezaz enn he brizoun eur zoudard hanvet Privat. Ar zoudard-ma a ioa he gorf goloet a c’houliou heuzuz ; mes ar gouliou-ze a oue pareet dre ar vadiziant. Antronoz, paianed kear a grogaz ho-unan er pab santel, ha goude beza he stlejet dre ar ruiou, e taoljont anezhan enn eur puns, eur gordenn enn dro d’he c’houzoug. He verzerenti a erruaz d’ar 14 viz here euz ar bloaz 223.

SONJIT ERVAD

P’en deuz unan bennag great pe blijadur d’ehoc’h, nebeuta a rit eo he drugarekaat, ha m’o pefe ankounac’heat hen ober, o pefe poan ha mez goudeze. Hogen, Doue ho karg bemdez euz he c’hrasou ; hag aketuz oc’h-hu ive da ziskouez d’ezhan hoc’h anaoudegez vad ? Nag a dud zo siouaz ! hag a vank aliez d’ann dever-ze ! Nag a re all zoken hag a implij oc’h offansi ho c’hrouer ar spered, ar c’horf, ann nerz hag an danvez o deuz resevet diganthan ! Ne c’houfe ket beza goasoc’h ingrateri eged houma, ha goulskoude nag a vech marteze oc’h euz great ann dra-ze hoc’h-unan !




ar pemzekved devez a viz here


SANTEZ THEREZA, GUERC’HEZ
————


Thereza a ioa ganet e kear Avila e Spagn a dud a lignez huel hag a zoujans Doue. He brasa plijadur enn