oue hanvet a-c’houdevez gueret Kallist. Erfin, hen eo a reaz eul lezenn euz a iun ann Daouzek Deiziou, a ioa dija ar c’hiz anezhan abaoue ann Ebestel, ha gourc’hemenn a eure d’ann holl dud fidel miret ar iun-ze evit trugarekaat Doue abalamour d’ar grasou a resevent diganthan e peb amzer euz ar bloaz, ha tenna he vennoz varnho ha var ho douarou.
Goulskoude, ma ne glaske ket ann impalaer d’ann ampoent lakaat ar gristenien d’ar maro, ar baianed a ioa er c’hargou huela, ha beleien ann idolou a jome ato kounnaret enn ho enep. Eunn devez m’edo beleien ann idolou o kinnig eur sakrifis d’ann doue faoz Jupiter, pevar anezho a oue lazet gant ar gurun enn eunn tapl kount, hag aoter ann doue faoz a oue pulluc’het. Raktal ar baianed all a dec’haz kuit gant ho spount, hag hiniennou a erruaz betek al leac’h m’edo Kallist o kana meuleudiou ann Aotrou Doue asambles gant he veleien hag ar bobl fidel.
Hogen, etouez ar baianed-se ez oa eunn den a renk huel, he hano Palmaz ; hema a zonjaz dioc’htu oa ar gristenien a ioa kaoz dre ho zorserez d’ann drouk e devoa great ar gurun, ha setu hen d’ar red d’ho diskuill da c’houarner Rom. Ar gouarner a roaz kounje d’ezhan da gas soudarded ganthan evit kregi e servicherien Jezuz-Krist hag ober d’ezho adori ann idolou. Mes ar zoudarded a deuaz da veza dall pa zigouezchont e kichen al leac’h m’edo ar pab gant he veleien hag ar bobl fidel.
Neuze Palmaz a redaz adarre da gounta d’ar gouarner ar pez a ioa c’hoarvezet, hag ar gouarner hag hen en em glevaz da ginnig eur sakrifis d’ann doue Merkuur evit beza treac’h d’ar gristenien. Mes epad ar sakrifis eur plac’h iaouank, hag a ioa ann diaoul enn he c’horf, a griaz a bouez-penn : « — Doue Kallist eo ar guir Doue ! » Kerkent Palmaz a zigoraz he zaoulagad da sklerijenn ar feiz, hag a ieaz dre guz d’en en em strinka da dreid ar pab santel enn eur c’houlenn beza badezet.
He c’hreg, he vugale hag holl dud he di, hag ar re-ma a ioa daou-ugent anezho, a resevaz ar vadiziant asambles ganthan. Goudeze ar pab a vadezaz c’hoaz