c’hoanteaz sevel eur gouent nevez euz a Urs sant Bernard e koat Karnoet e parrez Klohar, diou leo dioc’h Kemperle, hag ar Zant a oue choazet ganthan evit kas al labour-ze da benn. Maoris a ieaz di raktal gant daouzek manac’h all euz a Langonet, hag evelse e teuaz da veza ar foundatour hag ann abad kenta euz a gouent Karnoet.
Hogen, ne c’houfe den lavaret pegement a boan en devoue eno ; rak ar vro a ioa gouez hag ann douar fall, hag he zaouzek koumpagnoun hag hen a oue meur a vech e riskl da vervel gant ann naoun. Mes Providans Doue ne vankaz morse d’ho zikour hag a bourveaz d’ho holl ezommou, avechou dre zaouarn eunn introun pinvidik euz a Gemperle, hag avechou all ive dre virakl.
Ouspenn ar boan o doa o veva, ar Zant hag he venac’h o devoue c’hoaz eunn dra all da c’houzanv. Ar gouent a ioa leun a razed, hag ar re-ma a zraille ann dillad epad ann noz. Ar venac’h en em glemmaz ouz ho abad, hag her pedaz da rei he valloz d’al loaned-se. Ar zant a glaskaz dre ijin en em zizober euz al loaned kasauz-ze ; mes kaer en devoue ne c’hellaz ket miret outho d’ober droug. Neuze erfin e taolaz he valloz varnho. Raktal kement raz a ioa er gouent a oue lazet gant diou vran vraz, a nije var ho lerc’h hag ho c’hasaz pell ac’hano var bouez ho beg.
Goude beza gouarnet abati Karnoet epad pemzek vloaz, sant Maoris a varvaz eno leun a veritou d’ann 29 a viz guengolo 1191, oajet a c’houezek vloaz ha tri-ugent. He gorf a oue enterret enn iliz ann abati, ha goude he varo Doue a ziskleriaz c’hoaz he zantelez dre eleiz a viraklou.
Er bloaz 1880, da viz eost, darn euz he relegou a zo bet kaset euz a Garnoet da Langonet gant eur zolanite vraz. Ar prosesion a ziblasaz euz a Garnoet d’ar zadorn, 7 eur ar miz-se, evit erruout e Langonet d’ar zul, goude beza tremenet ann noz er Faouet. Var ann hent, ann dud fidel a zirede a bep tu da ober henor d’ar Zant, ha