Mont d’an endalc’had

Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1913.djvu/684

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ



ann pemped devez a viz here


SANT MAORIS, ABAD
————



Maoris a ioa ganet enn eur geriadenn var ar meaz, tost da gear Loudeak enn eskopti Sant-Briek. He dud n’oant ket pinvidik ; mes evelato e kaschont anezhan d’ar skol ; rak c’hoant en doa da vont. Hogen, ken troet oa var ar studi ma’z oa goaz ganthan chom eunn devez hebken er gear. Eunn droiad, da vare ar c’hounidegez, he vamm hen dalc’haz da ziouall ann dachenn oc’h ar brini ; mes ar paotrik a bedaz ann Aotrou Doue ker kalounek ma c’hellaz dastum ar brini enn eur c’hranch evit miret na rajent drouk d’ann ed, ha goude beza serret ann or varnho, e redaz d’ar skol adarre hervez he gustumm.

Dont a reaz heb dale da veza ken habil var skianchou ar bed ha var ar skianchou sakr ma oue resevet doktor. Neuze e reaz he zonj d’en em rei holl da zervich Doue, hag e c’houlennaz guiska sae ar venac’h euz a Urs sant Bernard e Langonet enn eskopti Kerne. Kemeret e oue er gouent-se gant joa, ha raktal ec’h en em lakeaz da gerzet a diz var hent ar zantelez. Abarz nemeur e oue evit ann holl eur skouer a humilite, a vodesti hag a bep seurt vertuziou.

A benn tri bloaz goude e oue hanvet da zuperior, ha diskouez a eure er garg-ma kement a zousder, a basianted hag a furnez, ma’z oa karet hag istimet, n’e ket hebken gant he Vreudeur, mes c’hoaz gant ar brinsed hag ann eskibien. Konan IV, duk a Vreiz, a deue aliez d’he velet, hag ann eskibien divar dro a c’houlenne kuzul ha sklerijenn diganthan p’o deveze eur goall gudenn bennag da zirouestla.

Tregont vloaz a ioa ma c’houarne Maoris kouent Langonet pa roaz ann dilez euz he garg evit kaout muioc’h a amzer da bedi Doue. Mes, etre daou, Konan IV a