gant Doue, dreist ann holl batriarched santel, evit beza tad d’ar Verc’hez Vari, ar bura hag ar barfeta euz ann holl grouadurien ?
Joachim a ioa ginidik euz a Nazareth, hag a ziskenne euz a lignez ar roue David ; mes al lignez-ma a ioa deuet da veza paour dre hirr amzer, ha kement-se dre eunn taol euz a Brovidans Doue ; rak Doue a felle d’ezhan e teuze he Vab da c’henel er baourentez, ha dre eno ive n’en doaket a c’hoant e vije he dud nag he dud-koz pinvidik a vadou ar bed-ma.
Pa oue enn oad da fortunia, Joachim a zimezaz da zantez Anna. Hogen, ma n-oa ket eunn den humploc’h, dousoc’h, pasiantoc’h ha devotoc’h eget Joachim, Anna a ioa ive modesta ha vertuzusa merc’h a c’hellet da gaout neuze var ann douar. Biskoaz eta dimezi ne oue eurusoc’h, biskoaz ne oue guelet daou bried oc’h en em glevet guelloc’h. O veza ne glaskent nemed plijout da Zoue hebken, e tremenent ann darn vuia euz ho buez o pedi pe o labourat a gostez, pell dioc’h trouz ar bed. Noz-deiz ec’h huanadent varzu ar Mesias, ha ne ehanent da c’houlenn digant Doue ma teuje erfin ar Zalver-ze m’edot var c’hed anezhan abaoue keit all a amzer.
Goulskoude n’o doa ket a vugale, ha n’edont mui enn oad da gaout anez eur mirakl. Mes Doue a reaz ar mirakl-ma enn ho c’henver, hag a roaz d’ezho eur verc’h hag a dlie ober joa ar bed holl, ha beza da viken gloar daou bried ker santel.
Sant Joachim, oc’h anaout ann tenzor en devoa bet euz ann env, ne skuize ket o trugarekaat Doue evit eur c’hras ker kaer, ha pa oue erruet ar Verc’hez enn oad a dri bloaz, ez eaz d’he goestla da zervich Doue e templ Jerusalem, evit seveni ar veu o devoa great Anna hag hen.
Goudeze ec’h en em daolaz mui eget biskoaz d’ann oberiou a zevosion hag a drugarez. Ne golle morse ar zonj a Zoue, hag he galoun a verve gant ar garantez en doa evithan. Mes koz oa dija, ha mervel a eure epeoc’h etre divreac’h he verc’h benbiget, oajet a bevar-ugent vloaz pe var dro. Diskouez a reer c’hoaz hirio he vez d’ar re a ia da bardouna d’ann Douar Santel.