guisket Pa oue goulennet outhan piou oa, ne falvezaz
ket d’ezhan respount, kement a joa en devoa oc’h en
em velet disprijet gant ann holl. Kemeret e oue eta evit
eul lakepod, ha taolet enn eur prizoun tenval el leac’h
ma tremenaz pemp bloaz, heb ken bevans nemed bara
ha dour na ken guele nemed ann douar noaz. Mes gant
ann dra-ze oa ato laouen : ar pez a rea d’ar gardian lavaret
n’oa ket henvel ouz ann dud all. Mervel a eure
leun a veritou er bloaz 1327, oajet a bemp bloaz ha
daou-ugent pe var dro. Goude he varo e oue anavezet
dre eur groaz ruz a ioa merket var he stomok hag a ioa
deuet ganthan var ann douar. Sant Roka vez pedet dreist
peb tra evit beza diouallet dioc’h ar vosenn ha dioc’h
ann holl glenvejou speguz.
Pa viot galvet da veilla eunn den toc’hor bennag, pedit evithan ive evel a rea ar zant-ma evit ar re ma veze var ho zro, ha lakit-hen da ober bep ann amzer aktou a feiz, a esperans, a garantez, a gontrision hag a abandoun parfet etre daouarn ann Aotrou Doue. Mar d-eo re zempl evit ober ann aktou-ze a c’hinou, sikourit anezhan da vihana da lavaret a galoun, hag aliesa ma c’hello heb en em skuiza re, ann hanoiou santel a Jezuz, a Vari, a Joseph. Evelse ho nozvez veilla a vezo eunn nozvez hag a gounto dirak ho parner pa deui ive hoc’h heur da vont euz ar bed-ma.
Ann iliz a ra offis ar zant-ma d’ar zul varlec’h gouel Maria-Hanter-Eost
ar d-eo eunn henor evit eunn tad kaout eur c’hrouadur
fur, evel a zesk d’eomp ar Skritur Sakr, pe seurt
gloar a chellfe beza par, e kenver ar poent-se, da hini
sant Joachim, p’e guir en deuz meritet beza choazet