ristina a ioa ganet e kear Tur enn Toskaan, eur gear
hag a zo bet beuzet abaoue gant dour eul lenn vraz
a ioa e kichen. He zad a ioa bet hanvet da c’houarner er
gear-ze gant ann impalaer Dioklesian, hag en doa eur
gounnar direiz ouz ar gristenien. Hogen, Kristina a ioa
souezet o velet joa ha modestiar re-ma pa vezent digaset
dirak he zad, ha lakeat goudeze etre daouarn ar vourrevien.
Goulenn a reaz petra oa ho relijion, ha dre chans,
pe, evit lavaret guell, dre eunn taol euz a Brovidans
Doue, e kavaz tud d’he c’helenn var guirioneziou ar
feiz. Pa oue desket aoualc’h, e oue badezet e kuz, ha
kerkent e tiskouezaz ann heuz e doa ouz ann idolou enn
eur derri ar re a ioa enn he c’hear. Ne oa c’hoaz nemed
dek vloaz d’ann ampoent.
He zad a ieaz enn egar pa glevaz ann dra-ze. « — Va merc’h, emezhan, ha guir e ve eo c’houi oc’h euz bruzunet hon doueou ? » « — Va zad, eme Gristina, n’ez euz nemed eunn Doue. Hoc’h idolou ne d-int nemed koz patromiou ha ne chellont rei sikour ebed d’ehoc’h. » Ar gouarner a goumprenaz dioc’htu oa kristenez he verc’h hag oa dija stard enn he c’hredenn evel ar gristenien all. Raktal e c’halvaz ar vourrevien, hag e roaz urs d’ezho da skourjeza Kristina ha d’he zeuler goudeze enn eur prizoun striz ha tenval.
Mes, o velet ne c’helle ket dont a benn anezhi, e lavaraz he staga oc’h eur rod, ha lakaat ar rod-ma da drei azioc’h eunn tan braz. Ann tan ne reaz drouk ebed d’ar Zantez ; mes ar mirakl-se, e leac’h digeri he zaoulagad d’he zad, ne zervichaz nemed da greski he zallentez. Kement a gounnar a ieaz ennhan ma’z oa henveloc’h ouz eunn anenval pennfollet eged oc’h eunn den. Antronoz e oue kavet maro enn he vele.