veenn ; rak ann dra-ma a erruaz e kear Klas, el leac’h m’edo ann Aotrou Bonifas o chom.
Apolliner en em dennaz neuze enn eunn ti bihan var ar meaz, hag eno e kendalc’haz da gelenn ann dud fidel, da offerenna ha da vadezi enn hano ann Tad, ar Mab hag ar Spered-Santel. O veza distroet da Raveenn, e tigasaz adarre e buez merc’h ar gouarner Rufin, a ioa nevez maro. Ar verc’h-se a deuaz da veza eur gristenez devot, ha skouer ar guerc’hezed. Mes he zad a oue torret euz he garg, ha Mesalinus hanvet enn he blas. Hema a c’halvaz ar Zant dirazhan hag a reaz dispenn he gorf a daoliou fouet. Goudeze e lavaraz skuill dour bervet var he c’houliou, hag he deuler er prizoun karget a jadennou. Mes, o velet ne c’helle ket dont a benn anezhan, kaer en doa he vourrevi, e roaz urs d’he lakaat enn eul lestr hag a ioa o vont d’ar Gres. Hogen, al lestr-ma a reaz pense, hag Apolliner a oue digaset d’ann Itali enn dro, goude beza treuzet ar Mezii hag ann Thras enn eur hada e peb leac’h komzou Doue. Kristenien Raveenn a zridaz ho c’halounou ouz he velet, ha dre he viraklou e c’hounezaz c’hoaz er gear-ze eur maread paianed da feiz Jezuz-Krist.
Abarz ar fin beleien ann idolou a lakeaz kregi ennhan adarre. Mes ann offiser a oue karget d’he ziouall a ioa kristen he-unan hag hen lezaz da vont kuit. Ar baianed aheurtet, o veza klevet ann dra-ma,a redaz var he lerc’h hag a vrevaz he gorf a daoliou baz. Mervel a eure a benn seiz devez goude, er bloaz unan ha pevar-ugent goude donedigez hor Zalver.
Sant Apolliner en deuz great miraklou braz epad he vuez. Goulskoude n’e ket dre ar miraklou-ze eo en deuz gounezet ar gurunenn gaer en deuz brema er baradoz, mes dre ar poaniou en deuz gouzanvet evit Jezuz-Krist Ar poaniou-ma a zo bet padet keit ha m’eo bet eskop, da lavaret eo, nao bloaz var ’nn ugent. Mes, gant sikour gras Doue, ne oue ket dare d’ezhan fallgalouni guech ebed epad ann amzer-ze. Kemerit skouer diouthan, ha mar oc’h euz eur boan pe eur c’hlenved hag a bad meur a viz pe meur a vloaz zo, goulennit digant Doue ar c’hras da veza bepred pasiant ha kalounek eveldhan : evelse ho poan pe ho klenved a zervicho d’ehoc’h da greski eunn deiz ho kloar hag ho rekoumpans enn env.