Mont d’an endalc’had

Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1913.djvu/489

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ


a reaz Iann Gualbert. Ar pez hebken a c’houlenn Doue diganehoc’h eo ma ne zalc’hot ket a gasouni outhan, ma ne glaskot ket en em venji, ma ne garot ket guelet drouk oc’h erruout ganthan, ma pedot evithan pa bedit evit ann holl guitibunan, ha ma viot prest da rei sikour d’ezhan ma her guelfac’h e riskl braz da goll he vuez, he vadou pe he ene.





ann trizekved devez a viz gouere


SANT ANAKLET, PAB HA MERZER
————


Anaklet a ioa ginidik euz a gear Atheenn, er Gres, hag a oue gounezet d’ar feiz gant ann abostol sant Per. Ann abostol-ma her greaz avieler ; rak bez’ ez oa unan euz ann habila tud iaouank euz he vro, hag eur vech ma oue deuet da anaout ar virionez euz ar relijion gristen, n’en devoue mui ken ioul nemed da labourat evit lakaat ar relijion-ze d’en em astenn e kement korn a ioa er vro.

O veza bet beleget eunn tammik divezatoc’h, e prezegaz gant kalz a frouez, ken enn amzer sant Per he-unan, ken enn amzer sant Lin, sant Klet ha sant Klemant. Erfin, goude merzerenti ar pab-ma, e oue choazet gant ann holl, tud a iliz ha tud fidel, evit delc’her he blas.

Ezomm a ioa d’ann ampoent euz a eur pab hag a vije lemm he spered ha krenv he galoun evit startaat ar gristenien er feiz ha delc’her penn d’ar baianed ; rak ar re-ma a ioa dirollet adarre da ober goall vuez d’ann dud fidel. Anaklet a oue ar pab-se, ha bag sant Per a gavaz ennhan eur sturier ha n’en doa aoun ebed rak ann avel foll hag ann tarziou mor kounnaret.

Kenta tra a reaz a oue ordren d’ar gristenien holl kommunia bemdez enn offerenn ; rak gouzout a rea ne oa netra guelloc’h evit rei nerz d’ezho da anzao ho feiz dirak ar varnerien, ha da c’houzanv ar maro gant joa evit Jezuz-Krist. Ordren a eure ive ma vije ato tri eskop da nebeuta evit sakri eunn eskop nevez, ha ma vije roet