neve evit loja ann dud a zirede a bep tu da zeski ganthan skiant ar Zent.
O veza bet hanvet superior gant ar re-ma, kaer en doa bet argila, Gualbert a reaz d’ezho miret ar reolenn a vuez en doa roet guech all sant Beneat d’he ziskibien. Ann hini a heuliet d’ann ampoent e kouenchou ann Urs ne oa ket, kalz a vanke, ker striz hag hounnez. Goulskoude niver ar re a c’houlenne beva dindan ar reolenn goz a greske bemdez, hag heb dale lann a renkaz sevel evitho meur a gouent all heb kounta hini Vallombreuz.
Ar Zant a c’houarne ann holl gouenchou-ze gant eunn dorn stard ; mes ive bez’e veze ato ar c’henta oc’h ober ar pez a c’hourc’hemenne d’ar re all. Ne oa manac’h ebed ken humbl ha ken devot hag hen, hag he vrasa plijadur oa iun, chom pell da bedi pe da vedita enn noz, ha kastiza he gorf dre bep seurt pinijennou.
Doue a rekoumpansaz he zervicher dre ann donezoun a viraklou ha dre galz a zonezounou all. Evelse, anaout a rea ar pez a ioa muia kuzet e goeled ar galoun. Eunn droiad, eunn den iaouank a c’houlennaz beza resevet enn he Urs, ha resevet e oue. Mes, pa’z eaz da govez, ann den iaouank ne ziskleriaz ket piz he bec’hejou. Ar Zant her galvaz da vont d’he gaout. « — N’oc’h euz ket great eur gonfesion vad, emezhan ; nac’het oc’h euz ar pec’hed-ma hag ar pec’hed-z-hont. » Ann den iaouank a jomaz mantret oc’h he glevet, ha red e oue d’ezhan anzao en doa great eur gonfesion sakrilach.
Iann Gualbert a ioa o vizita kouenchou he Urs pa gouezaz klanv, ha goall glanv zoken e Pasignano. Eno e varvaz leun a veritou, d’ann daouzek a viz gouere euz ar bloaz 1073, oajet a bevarzek vloaz ha tri-ugent.
Ar zant-ma a bardounaz a greiz kaloun d’ann hini en doa lazet he vreur. Setu aze ive penaoz e tleit pardouni d’ho nesa pa en deuz great d’ehoc’h eunn drouk pe eur boan bennag. Ma ne bardounit ket d’ar re all, ne viot ket pardounet hoc’h-unan gant Doue, ha ma ne vezit ket pardounet gant Doue, petra deuot-hu da veza ? Goulskoude, n’e ket red d’ehoc’h kemeret da vignoun ann hini en deuz hoc’h offanset, evel