Mont d’an endalc’had

Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1913.djvu/440

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

bles ganthan ann holl gaptived a ioa euz he eskopti. Ar roue-ze a varvaz e guirionez prest goude.

Paolin he-unan ne jomaz mui pell var ann douar. Klenver a eure gant ar boan gostez, ha d’ann 22 a viz even euz ar bloaz 431, e roaz e peoc’h he ene d’he grouer, oajet a drivac’h vloaz ha tri-ugent.


SONJIT ERVAD

Ar poaniou ne reant aoun ebet da zant Paolin. Tenn en divije kavet evelato beza bourrevet evit aour pe arc’hant goude m’en devoa dioueret he holl vadou.

Pa ne jome netra mui ganthan ec’h en em ginnigaz da veza sklavour e plas eunn all. Penaoz e c’hellfac’h-hu riskla ho puez pe ho liberte evit ho nesa, ma ne fell ket d’ehoc’h zoken he zikour enn he baourentez ? Kemerit da vihana skouer dioc’h sant Paolin oc’h ober ato evit ar re all ar pez a garfac’h a ve great evidhoc’h hoc’h-unan ma veac’h enn ho flas.




ann trede var ’nn ugent a viz even


SANTEZ EDILTRUD, GUERC’HEZ HA ROUANEZ
————


Ediltrud a ioa merc’h da eur roue euz a Vro-Zaoz, hag a oue savet e doujans Doue gant he zud. Ar c’henteliou hag ann aliou mad a resevaz digantho a zougaz kement a frouez ma roaz a-vihanik merkou anat euz he zantelez da zont ; rak dija neuze e rea fae var madou ha plijadureziou ann douar, ha n’e doa avi nemed ouz gloar ar Zent hag euruz ded ann env.

Pa oue enn oad da fortunia, e timezaz d’ar prins Tonbercht evit senti ouz he zud ; mes, o veza m’e devo great he zonj da jom bepred guerc’hez, ec’h en em glevaz gant he fried da veva ho daou evel breur ha c’hoar hag a benn tri bloaz goude, ec’h en em dennaz enn eunn enezenn hag a ioa d’ezhi a leve. Eno e renaz epad pemp bloaz eur vuez henvel ouz buez eunn eal. N’e devoa nemed disprij evit traou ar bed, joa oa ganthi ne vije ket