tin e skube ar chapel-ze he-unan, hag a hent all ec’h implije he holl amzer o pedi hag o vedita, o kempenn he dammik jardin hag o kastiza he gorf dre ar binijenn. Eur c’houriz reun a zouge bepred, hag aliez e iune.
Pemzek vloaz a ioa ma veve Paolin enn ermitach-se pa varvaz eskop Nool, ha raktal e oue choazet evit delc’her he blas ; rak belek oa dija eur pennad a ioa. Hogen, gouarn a eure he eskopti gant karantez eunn tad ha furnez eur pastor eveziant. Kear Nool a oue kemeret gant ar Gothed e tro ar mareou-ze, hag ar Zant he-unan a gouezaz etre ho daouarn. Neuze e reaz ar bedenn-ma da Zoue : « — Va Doue, ne lezit ket ar baianed-se d’am bourrevi enn esper tenna aour hag arc’hant diganen ; rak c’houi a c’hoar petra eo deuet va danvez da veza. » He bedenn a oue selaouet, hag ar Gothed ne rejont drouk ebed d’ezhan. Mes eur maread tud a oue great skrab enn ho ziez ha rins var ho zraou, e kear ha var ar meaz, ha Paolin en em lakeaz he-unan var ann douar noaz evit sikour ann dud keiz-se.
A benn eunn tachad goude, eunn intanvez paour a deuaz d’he gaout : « — Aotrounn Eskop, emezhi, va mab a zo kaptiv enn Afrik e ti vab-kaer roue ar Vandaled ; enn han’ Doue, roit d’inn eunn dra bennag da baea he ransoun. » « — N’em euz mui netra, eme ar Zant ; mes me ielo va-unan e kaptivite e plas ho mab. » « — Ne d-eot ket avad, eme ann intanvez, ne fell ket d’inn ez afac’h. » « — Eo, eo, eme Baolin, list ac’hanon da vont. » Hag ar Zant d’ann Afrik.
Mab-kaer ar roue a c’houlennaz outhan petra c’houie da ober. « — Labourat ar jardin a c’houzounn, » eme Baolin, ha var ar respount-ma e oue kemeret dioc’htu e plas mab ann intanvez. Abarz nemeur e oue mignoun d’he vestr, hag eunn devez e lavaraz da hema e tlie ar roue mervel heb dale. He vestr o veza kountet ann dra-ze d’he dad-kaer, ar roue a c’halvaz ar Zant da vont d’he gaout, hag a anavezaz oa unan euz ar re en doa guelet dre he gousk o lamet ar fouet euz a dre he zaouarn. Kerkent e sonjaz oa eunn den Doue, hag e roaz urs d’he leusker da zistrei d’he vro, ha da lakaat e liberte asam-