Mes ober a reaz fae var gloar ar bed, ha setu hen hag en em denna e bro ar Pont, e ti zantez Makrina, he vamm goz, evit tremen he holl amzer o pedi, o iun hag o vedita var ar Skritur Sakr.
Sant Gregor a Nazians, he vignoun, a ieaz di da ober koumpagnunez d’ezhan, hag ho daou e vevchont eno eur pennad evel daou ermit. Epad ann deiz e labourent, pe gant ar bluenn enn ho c’hambr, pe gant ar bal enn toull chardin a ioa e kichen ann ti ; hag enn noz e kouskent var ar c’halet, pe e choment var zao betek ar mintin da gana meuleudiou ann Aotrou Doue. Ne reant nemed eur pred bemdez, ha c’hoaz ne zebrent nemed bara ha legumach, ha ne event nemed dour.
Sant Bazil a zavaz eur maread kouenchou er vro-ze, ken evit ar goazed, ken evit ar merc’hed, hag a roaz d’ar venac’h ha d’al leanezed a ioa ennho reolennou kaer a vuez skrivet ganthan he-unan. Goudeze e tistroaz d’ar C’happados el leac’h ma oue beleget gant eskop Sesaree, ha pa varvaz ann eskop-ma, e oue choazet evit delc’her he blas.
Eur vech eskop, ar Zant a implijaz holl nerz he gorf hag he spered evit silvidigez ann eneou a ioa fiziet enn he garg. Prezeg a rea bemdez, noz ha mintin, ha bemdez ive e veze eur mor a dud ouz he zelaou, evel a lavar he-unan enn he skridou. Ne espernaz netra ken nebeut evit maga ann devosion etouez ar bobl, hag he voaza a eure da gommunia da nebeuta teir pe beder guech er zizun. Mes he aked da zifenn ar feiz katholik a enep ann Arianed a dennaz varnhan droulans ann impalaer Valens; rak ann impalaer-ma a ioa troet gant ann hereti-ked-se.
Eunn devez eta, Bazil a oue galvet da vont da gaout ar prefet Modest, hag ar prefet-se a c’hourdrouzaz, euz a berz ann impalaer, lamet he vadou diganthan, pe he gas er meaz euz ar vro, pe he lakaat d’ar maro.
Mes ar Zant a respountaz kerkent: « — Grit d’inn eur gourdrouz all bennag, mar kirit ; rak ne rann van ebed evit klevet ar re-ze. » « — Perak’ta, eme Vodest ? » « — Perak ? eme Vazil : da genta, ann hini n’en deuz netra ne c’heller ket lamet he vadou diganthan.