Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1913.djvu/420

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

D’ann eil, ne rann ket a fors evit beza kaset er meaz euz ar vro ; rak va guir bro eo ann env, n’e ket ann Douar eo. D’ann trede, ar maro a ve eur c’hras evidon abalamour ma’z afenn kentoc’h a ze da velet Doue d’ar baradoz. » « — Biskoaz, eme ar prefet mantret, den n’en deuz komzet ouzinn gant kement a hardisegez. » « — N’oc’h euz eta, eme ar Zant, guelet eskop ebed bete vrema ? »

Goulskoude ann Arianed a reaz kement var ann impalaer ma falvezaz d’ezhan koundaoni Bazil d’ann harlu. Mes he gador a dorraz p’edo o vont da zina ar zetans, hag euz a deir bluenn a gemeraz nikun ne roaz liou. Evelato goulenn a eure c’hoaz eur bluenn all ; mes enn dro-ma he zorn a grenaz kement ma krogaz aoun ennhan ha ma rogaz ar paper a dammou.

Ar Zant a oue eta lezet e peoc’h, hag a gendalc’haz evel diagent da labourat heb ehana evit gloar Doue ha silvidigez ann dud. O veza kouezet klanv hag o c’houzout n’en doa mui pell da veva, e lavaraz: « — Va Doue, me a laka va ene etre ho taouarn, » ha prest goude e varvaz, d’ar c’henta a viz genver euz ar bloaz 379, oajet hebken a eur bloaz hag hanter-kant. Bez’e oue unan euz ar guella prezegerien a zo bet biskoaz, hag al levriou en deuz great a bado keit hag ar bed.


KENTELIOU SANT BAZIL

Da genta. — Disprijit ho korf, rak ne d-eo nemed eur bern poultr ha breinadurez; mes grit stad euz hoc’h ene abalamour ne varvo biken.

D’ann eil. — Ne stagit ket ho kaloun ouz ann traou krouet, pa renkit kimiada dioutho abred pe zivezad.

D’ann trede. — Evel ann ed a hader a zigas gounidegez d’ann nep hen taol enn douar, evelse ive ar bara a lakeer e dorn ar paour a zoug frouez evit ann nep her ro.

D’ar pevare. — Diskennit aliez e goeled ho kaloun ha goulennit ouzhoc’h hoc’h-unan petra oc’h, euz a be leac’h e teuit ha petra viot eunn deiz. E pe leac’h edon-me brema ez euz kant vloaz ? E pe leac’h e vezinn-me a benn kant vloaz ama ?

D’ar pemped. — Taolit eur zell dioc’h ann noz var ar pez oc’h euz great, sonjet pe lavaret epad ann deiz, ha guelit pe seurt kemm a zo etre ann eil devez hag egile evit gouzout pe c’houi a ia araok, pe c’houi a ia adren var hent ar zilvidigez.