Mont d’an endalc’had

Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1913.djvu/390

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

da gaout istim evit ar Zant, Keban, dallet gant he c’hounnar, a damallaz d’ezhan eunn torfed heuzuz. N’e devoa nemed eur verc’h hag a c’helle beza pevar pe bemp bloaz. Mad, kuzat a eure ar verc’h-ma enn eur c’houffr, ha goudeze e kountaz d’ann holl oa bet debret gant Ronan : « — Rak hennez, emezhi, a c’hoar mont da vleiz pa gar. »

Ann holl a oue spountet ouz he c’hlevet ; mes ar spount-se a reaz d’ar c’hreg fallakr kemeret c’hoaz muioc’h a hardisegez, ha setu hi da Gemper da zougen klemm dirak ar roue Grallon. Eno e vouelaz hag ec’h hirvoudaz kement enn eur c’houlenn venjans evit he merc’h ma ne oue ket ar roue evit miret d’he c’hredi. Grallon eta a ordrenaz raktal digas Ronan d’he gaout, ha pa oue erruet, e laoskaz varnhan daou gi braz a ioa o tiouall he balez. Mes ar Zant a zavaz he zorn, hag a reaz sin ar groaz var ar chas enn eur lavaret : « — Doue r’ho tiarbenno! » Kerkent ann daou gi-ze, e leac’h diskouez ho dent, a deuaz da ober chalantiz d’ezhan enn eur ficha ho lostou, hag ar roue a anavezaz dioc’htu en doa kredet re vuhan ann teod fall.

Neuze Ronan a ziskleriaz ar virionez var ehun. « — Ar verc’h, emezhan, a zo bet kuzet enn eur c’houffr gant he mamm ; mes abaoue eo maro abalamour n’e devoa ket a ear aoualc’h er c’houffr-se. » Ar pez en doa lavaret ar Zant a oue kavet guir, ha Keban a vije bet lakeat he-unan d’ar maro pa n’efe ma’c’h obtenaz Ronan gras evithi. Kounta a reer e roaz ive adarre ar vuez d’he merc’h.

Goude ar mirakl-ma hag ar pez a ioa c’hoarvezet e Kemper, ne oa ken kaoz dre ar vro nemed euz ann ermit santel, hag a bep tu e tirede tud d’he velet. Mes he humilite n’oa ket evit gouzanv ar stad a reat anezhan, ha setu hen hag en em denna enn eur plas all, var douar eskopti Sant-Briek. Eno e varvaz enn eunn oad braz ; mes he relegou a oue digaset da Goat-Nevet, ha divezatoc’h e oue savet eunn iliz gaer var he vez. Ann tiez a zo enn dro d’ann iliz-se a ra eur gear vihan hag a zo hanvet ive Lokornan. Houma eo Lokornan kerne, hag eben Lokournan Leon.