Mont d’an endalc’had

Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1913.djvu/389

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

eure var douar Leon, ha goudeze ec’h en em dennaz enn eur plas distro da ober he ermitach. Er plas-se ez euz savet a-c’houdevez eur gear vihan hag a zo hanvet Lokournan euz a hano ar Zant.

Eno e tremene he holl amzer o iun, o pedi hag o vedita. Mes, kaer en devoue klask en em guzat, he zantelez hen diskuillaz. Peorien glanv pe vac’hagnet a ieaz eunn devez da c’houlenn ann aluzenn d’he ermitach. Ronan a respountaz d’ezho oa paour he-unan, ha n’en doa nag aour nag arc’hant da zioueret gantho. Mes rei a eure d’ezho ar iec’hed, ar pez a dalie evitho kalz hiroc’h eged aour hag arc’hant. Ar beorien-ze a vrudaz dre ar vro ar mirakl a ioa bet great enn ho c’henver, hag heb dale ermitach ar Zant a oue darempredet gant eur maread tud.

Hogen, Ronan a gave diez ann dra-ze, ha setu perak e sonjaz tec’het enn eul leac’h all. Treuzi a reaz eta rad Brest, hag o veza eat pemp pe c’houec’h leo larkoc’h var douar Kerne, ec’h erruaz enn eur c’hoat braz, hanvet Koat-Nevet, varnhed teir pe beder leo dioc’h Kemper. Er c’hoat-se e savaz eunn ermitach nevez hag eur chapel da offerenna gant sikour eunn den divar ar meaz a ioa o chom e kichen.

Ann den-ma a iea da velet ar Zant aliesa ma c’helle ; rak plijadur en doa o klevet anezhan o komz euz a Zoue hag euz a draou ann env. Mes he c’hreg, hanvet Keban, n’oa ket henvel outhan. Houma a ioa eur goall vaouez, hag a rebechaz d’he goaz ann amzer a dremene e koumpagnunez Ronan. « — Ann amzer-ze, emezhi, a zo eunn amzer gollet ; n’e ket evelse e c’hounezot bara d’inn-me ha d’ho pugale. » Mont a reaz he-unan da lavaret a bep seurt traou d’ar Zant var digarez ma tistroe he goaz divar he labour. Mes Ronan ne respountaz ket eur ger, hag ann dra-ma a lakeaz anezhi da egari goasoc’h-goaz.

Neuze ec’h inkantaz enn he amezegez ne oa ann ermit-se nemed eur sorser, hag e felle d’ezhan ive ober eur sorser euz he goaz. Mes kement-se zoken ne oue ket aoualc’h evithi. O veza ma kendalc’he ann dud a skiant