Mont d’an endalc’had

Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1913.djvu/380

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

nig da Zoue heb ehana ho iuniou, ho foaniou, ho distera oberiou evit silvidigez ho nesa !




ann eizved var ’nn ugent a viz mae


SANT AOGUSTIN, ESKOP KANTORBERI
————


Aogustin a ioa eur manac’h euz a Rom hag a oue kaset gant ar pab sant Gregor da brezeg ar feiz d’ar Zaozon. Ar re-ma, goude beza poulzet ar Vretouned e kostez ar meneziou, a ioa deuet, tost da gant hanter-kant vloaz a ioa, da veza ar vistri enn enezenn a reat bete neuze Breiz-Vraz anezhi hag a oue hanvet Bro-Zaoz a c’houdevez. Hogen paianed oant c’hoaz.

Aogustin, o veza treuzet ar Frans hag ar mor a zo etre Frans ha Bro-Zaoz, a ziskennaz enn enez Thanet, e tu ar Zao-Heol da rouantelez Kant. Kerkent ha ma oue erruet, e lakeaz lavaret da Ethelbert, roue ar beg douar-ze, e teue euz a Rom da zigas d’ezhan eur c’helou euruz, ha da zeski d’ezhan gounit eur gurunenn ha ne vije biken lamet diganthan. Ar prins a gemennaz raktal d’ar Zant chom el leac’h m’oa diskennet ken n’en devije guelet petra da ober enn he genver, ha da c’hortoz, e roaz urs da bourvei d’he holl ezommou ha da re he goumpagnunez. Rak Aogustin n’edo ket he-unan : nao ha tregont all a ioa oc’h ober koumpagnunez d’ezhan etre menac’h euz ann Itali ha Fransizien.

Ethelbert en doa dija klevet hano euz ar relijion gristen ; rak dimezet oa da eur verc’h da Garibert, roue Paris, hag ar brinsez-ma a ioa kristenez. Prest goude, e teuaz he-unan da enez Thanet, hag ar visionerien a ieaz d’he gaout e prosesion. Dougen a reant eur groaz arc’hant, mes ar c’hrist a ioa eur c’hrist koat livet, hag enn eur vont e kanent al litaniou. Ar roue a zigoraz frank he ziouskouarn p’en em lakejont da gomz d’ezhan euz ar guir Doue, euz hor Zalver Jezuz-Krist, euz ar baradoz. Mes goudeze e respountaz d’ezho : « — Traou