Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1913.djvu/379

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet


Eunn devez, hor Zalver a lavaraz d’ezhi iun bemdez epad pemp bloaz divar bara ha dour, abalamour dâ ober pinijenn evit ar pec’hejou braz a reat er bed. Mari-Madalen a zentaz raktal. Evelato da zul ha da c’houel e doa kounje da zibri ar pez a c’heller da zibri er c’horaiz.

Goudeze Doue a roaz d’ezhi da anaout e vije tentet enn eur feson skrijuz epad pemp bloaz all. Tentet e oue e guirionez ha tentet e peb giz, a ourgouill hag a zizesper, e kenver ann dibri hag ann eva, a enep ar feiz hag ar burete. He ene a ioa evel devet gant ar zec’hor ha ne gave mui saour ebed gant ar bedenn ; he c’haloun a ioa beuzet enn eur mor a c’houervder hag eur beac’h enkrez a veze noz-deiz var he spered. Mes en em abandouni a rea ato gant fizians etre. daouarn ann Aotrou Doue, ha da fin ar pemp bloaz e teuaz adarre ar peoc’h hag ar joa enn he c’houstians.

Divar neuze n’e devoue mui ken ioul nemed da labourat ha da c’houzanv poan evit gloar Doue ha silvidigez ann eneou ; rak Jezuz en doa lavaret d’ezhi e renke beza tentet evelse evit ma c’heljje sikour he nesa da vont d’ar baradoz. Aliez e lavare d’he C’hoarezed : « — Goulennomp hirio digant Doue silvidigez ken aliez a ene hag a gammed a raimp enn eur vale, pe a grav a raimp gant hon nadoz enn eur c’hriat, pe c’hoaz silvidigez ken aliez a ene hag a vech ma soubimp hon daouarn enn dour da voalc’hi ar c’houez. »

Goude eur c’hlenved hirr ha poaniuz, ar zantez-ma a roaz he ene d’he c’hrouer er bloaz 1607, d’ann oad a eur bloaz ha daou-ugent. Doue a ziskleriaz he zantelez dre eunn niver braz a viraklou.


SONJIT ERVAD

Klevet a reer avechou tud o lavaret : « Petra ra enn ho c’houenchou kement all a venac’h hag a leanezed ? N’euz ket a vugale gantho er skol; penaoz eta e tremenont-hi ho amzer ! » Penaoz e tremenont ho amzer ? O pedi evit ar re ne bedont ket hag oc’h ober pinijenn evit pec’hejou ar bed. Pe seurt vad a reont-hi ? Dre ho fedennou, dre ho labour hag ho finijennou, e tiarbennont breac’h justis Doue prest da skei, hag ec’h obtenont pardoun ha trugarez evit ar bec’herien. Nag a baianed ne anavezfent morse ar guir relijion, nag a dud a ve kollet da viken, ma na ve ket evelse er c’houenchou eneou santel o kin-