Mont d’an endalc’had

Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1913.djvu/359

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

garantez evit ann dud paour, evit ann intanvezed hag ann emzivaded keiz. N’oa ket evit gouzanv e vije great ann distera gaou outho, hag avechou ec’h en em garge da zifenn ho c’haoz dirak barnerien ar c’houarnamant; abalamour da ze e oue leshanvet Alvokad ar beorien.

Eunn droiad en doa bet ezomm da vont da Dour, ha mestrez ann ti el leac’h m’oa diskennet a lavaraz d’ezhan : « — Me zo diez va fenn gant eunn dra, emezhi. Daou varc’hadour a zo erruet ama eunn tachad zo, hag o deuz roet d’inn da c’horrenn eur valizenn hag a ioa ennhi var ho meno daouzek kant skoed enn aour. Evit guir, pounner aoualc’h oa. Mes lavaret a rejont d’inn arabad oa rei ar valizenn-ze da nikun anezho nemed egile a vije var al leac’h. Goulskoude, a benn c’houec’h devez goude, unan euz ann daou varc’hadour a deuaz d’he goulenn diganen var digarez ober eur baeamant bennag, ha me, o sonjal oant kamaladed vraz ho daou, he roaz d’ezhan. Mes, abaoue, egile a zo deuet d’he goulenn d’he dro, ha p’en deuz klevet em boa dija he roet d’he goumpagnoun, ez euz eat drouk ennhan hag en deuz va galvet dirak ar Justis. C’hoant en deuz d’am lakaat da baea d’ezhan talvoudegez ar pez a ioa er valizenn, ha varc’hoaz ema devez ar varnedigez, »

Eozenn a ioa eur mestr evit dizelei finesaou ha troiou kamm ann dud fallakr. Respount a eure dioc’htu d’he hostizez : « — Ma ro hoc’h alvokad kounje d’inn, me a zifenno ho kaoz va-unan. » Ann alvokad a roaz kounje, hag antronoz ar Zant a gomzaz evelhenn ouz ar barner : « — Ar vaouez-ma a zo prest da rei ar valizenn a c’houlenner diganthi var bouez ma vezo ar marc’hadour all var al leac’h ; rak, hervez ann emgleo a zo bet etre ann daou estranjour hag hi, ne c’hell ket rei ar valizenn-ze da unan anezho ma n’ema ket egile asambles ganthan. »

Ar barner a gavaz mad ar pez a lavare Eozen, ha kerkent e oue guelet ann hini en doa galvet ann hostizez dirak ar Justis o chench liou hag o krena evel eur bern deliou. Ann den-ze a anzavaz ne oa er valizenn nemed