Mont d’an endalc’had

Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1913.djvu/358

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ



ann naontekved devez a viz mae


SANT EOZEN, ALVOKAD AR BEORIEN
————


Eozen a ioa ganet e maner Kermartin e kichen kear Landreger e Breiz-Izel, hag a oue skoliet e ti he dad enn he vugaleach. D’ann oad a bemzek vloaz, e oue kaset da Baris da ober he studi, hag ac’hano e teuaz da Orlean. Hogen, he vamm e devoa lavaret d’ezhan aliez beva ato enn hevelep feson ma vije eur zant eunn deiz, hag ar c’homzou-ze a ioa eat doun enn he spered hag enn he galoun. Var evez e veze dalc’h mad evit en em ziouall diouz ar pec’hed ha pellaat dioc’h ar goal goumpagnuneziou. Dougen a rea bepred eur c’houriz reun, ha morse ne zebre tamm kig, na ne eve banne guin ebed. He gousk a veze berr enn noz, ha c’hoaz ne gouske nemed var eunn dorchenn golo gant eul levr pe eur mean dindan he benn. Epad ann azvent hag ar c’horaiz, ha meur a zevez all er bloaz, e iune divar bara ha dour.

Pa oue echu he studi ganthan, Eozen a zistroaz da Vreiz, hag a resevaz ann Ursiou sakr e Roazon. Eskop ar gear-ma her c’hargaz da varn ann dud a iliz pa zave klemm enn ho enep, pe pa veze eur gudenn bennag da zirouestla etre ann dud fidel hag hi. Mes ar brud euz he zantelez a reaz da eskop Landreger he c’houlenn da vont di p’e guir oa ganet eno, hag Eozen a ieaz. Ann eskop-se a roaz d’ezhan e Landreger ar garg en devoa kent e Roazon.

Hogen, ne c’houfe den lavaret gant pebez lealded e rea he zever er garg-se. N’oa ket evit miret da vouela bep vech ma renke dougen eur zetans; rak sonjal a rea e vije barnet he-unan gant Doue goude beza barnet ar re all. Da genta, e klaske unani ann diou gostezenn, ha pa ne c’helle ket dont a benn euz he daol, e troe ato gant ann hini a gave d’ezhan a veze ar guir ganthi. Mes ar pez a remerket ennhan ar muia oa he druez hag he