Mont d’an endalc’had

Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1913.djvu/281

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

galvet gant-han ha pa vije bet dija ouz ann daol zantel prest da reseo ar gommunion.

Doue a roaz d’ezhi c’houec’h krouadur, tri mab ha teir merc’h, ha Barba, e c’hellit kredi, ne espernaz netra evit ober anezho bugale fur ha kristenien vad. Ho boaza a eure da zevel mintin, da lavaret ho fedennou asambles ha da vont d’ann offerenn goudeze. Merka a rea d’ezho ann amzer da labourat hag ann amzer da c’hoari, ha keit ha ma vezent o c’hoari pe o studia, e veze bepred he lagad o para varnho. N’ho c’huitea morse, kouls lavaret. Ho boaza a eure ive da ober aluzenn d’ar paour, ha difenn a rea out-ho en em glemm euz ho boued, pe euz ho dillad, pe euz ar zervicherien.

0 velet penaoz e save he bugale, lod a zonje e felle d’ezhi ho c’has holl da veleien pe da leanezed. Mes hi a respounte d’ar re a gomze d’ezhi euz ann dra-ze : « — Ar pez a glaskann hebken eo ma rai va bugale bolontez Doue. Ma vijenn bet rouanez, ha ma n’em bije bet nemed eur c’hrouadur, n’em bije ket miret outhan da vont da velek pe da vont d’ar gouent, ma vije bet galvet gant Doue. Ma vijenn bet paour, er c’hountrol, ha ma’m bije bet daouzek krouadur, n’em bije great da nikun anezho mont da velek pe d’ar gouent, ma ne vije ket bet galvet gant Doue. »

Ar vamm vertuzuz-ma a oue digollet er bed-ma zoken, euz ar boan e devoa kemeret gant he bugale: holl e rejont henor d’ezhi dre ho buez a skouer vad. He zeir merc’h a oue leanezed ho zeir enn urz ar C’harmelitezed, hag euz he zri mab, unan a ieaz da velek, eunn all a oue den a justis, hag ann trede, offiser. Ann den a justis hag ann offiser a oe ato ive tud a zoujans Doue evel ho breur belek hag ho c’hoarezed.

Mes Doue en em blij peurvuia o tigas kroaziou d’he vrasa servicherien; Barba e devoue he lod. Eunn devez, epad m’edo ouz taol, e teuaz ann hurcher da ober rins enn he zi ha da lamet diganthi beteg he asied hag he c’hador. He fried en devoa dastumet dle evit mad ar relijion, ha kement tra en doa a renke beza lakeat etre daouarn eunn tredeok da c’hortoz m’en devije paet ar