Mont d’an endalc’had

Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1913.djvu/280

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

tra a ioa c’hoarvezet enn Iliz azalek pasion ha maro hor Zalver betek ann amzer ma veve he-unan. Mes al levr-se siouaz! a zo bet kollet goudeze.

Sant Aniset a echuaz he vuez dre ar verzerenti er bloaz 168, goude beza gouarnet ann Iliz epad unnek vloaz. He gorf a oue enterret e guered Kallist ha divezatoc’h e oue kaset da iliz sant Per.


SONJIT ERVAD

Sant Aniset n’en doa ken ioul nemed da skuill he c’hoad evit Jezuz-Krist. N’ez euz ket, hervez ann Aviel, kaeroc’h testeni a garantez.

Ar zent holl a zo bet joa gantho gouzanv eunn dra Dennag evit Doue ; ha prest oc’h-hu da ober eveldho ? Dioc’h ar pez a lavar ho kaloun var ar poent-ma eo eaz d’ehoc’h gouzout ar muzul euz ho karantez evit Doue. Ma ne fell d’ehoc’h gouzanv netra evithan, e c’heller lavaret n’her c’harit tamm; rak petra eo eur mignoun ha ne fell ket d’ezhan en em zieza ann distera evit ober plijadur d’he vignoun ?




ann trivac’ved devez a viz ebrel


AR PLAC’H EURUZ MARI ANN INKARNASION
————


Ar plac’h euruz-ma a ioa ganet e Paris er bloaz 1566, hag a oue hanvet Barba var fount ar vadiziant. Evel eunn eal oa enn he bugaleach, ha d’ann oad a unnek vloaz e oue kaset d’ar skol d’ar gouent. A benn tri bloaz goude, e savaz c’hoant ganthi da vont he-unan da leanez; mes ne oue ket lezet gant he zud, hag e renkaz, chom er gear. Hogen, beva a eure er bed evel pa ne vije ket euz ar bed. Ne garie nag ann ebatou, nag ann dillad kaer, hag he mamm a egare outhi aliez o velet pegen dister ec’h en em viske.

Evit kaout peoc’h dioc’h he zud, e timezaz erfin da eunn dijentil hag a ioa dioc’h he doare ; rak eunn den a relijion oa hag eunn den devot zoken. Eur vech dimezet, Barba ne rea netra hep goulenn ali he fried; evit plijout d’ezhan e lakeaz dillad bravoc’h ha ker sentuz oa enn he genver ma teue dioc’htu euz ann iliz pa veze